Harvey Shapiro a zo ur barzh eus Stadoù Unanet Amerika. Ganet e oa bet e Chicago e 1925, en ur familh Yuzevien genidik eus Ukraina ha mervel a reas e New York d'ar 7 a viz Genver 2013.

Kelenner skol-veur a voe e-pad ul lodenn eus e vuhez ha goude-se e kenlabouras gant meur a gelaouen : Commentary, The Village Voice, The New Yorker, ha gant stagadennoù lennegel The New York Times.