Digeriñ al lañser pennañ

Er bloavezhioù 1972 oa bet renet ur stourm hir ha ferv gant micherourien ar Joint français e Sant-Brieg. E-pad eizh sizhun (deus an 13 a viz Meurzh d'an 8 a viz Mae 1972) o doa diskroget diouzh o labour, dezho da c'houlenn-groñs e vije kresket o goproù ha gwellaet o doareoù labour. Ur c'hengred dreistordinal a oa bet stag ouzh Stourm ar Joint français. Menel a ra e speredoù an dud evel unan eus stourmoù sokial pennañ ar bloavezhioù 1970 e Breizh.

Un izembregerezh stag ouzh ar C'hompagnunezh hollek evit an tredan (CGE) eo ar Joint français. Ul labouradeg a zo gantañ e Sant-Brieg ha hi liammet ouzh ul labouradeg vrasoc'h lec'hiet e Bezons, kostez Pariz. Du-hont e veze kemeret an holl zivizoù a denne d'an embregerezh ha ne oa ket e Breizh. Stourm micherourien Sant-Brieg a zeuas da vezañ arouez ar stourm enep da greizennerezh Pariz eta.

Maouezed a yae d'ober lod vrasañ ar vicherourien (60 %), kalz a gouerien yaouank divarrek a oa ivez. Izel e veze ar goproù el labouradeg, etre 800 ha 900 lur dre viz evit seizh eurvezh labour ha daou-ugent. Evit an hevelep labour e oa paeet gopridi Sant-Brieg 20 % izeloc'h evit re Bezons.

Diazezadur ar Joint françaisAozañ

Ar bloavezhioù 1960 a oa mare an digreizennerezh greantel. Dont a reas e Breizh embregerezhioù e-giz Citroën e Roazhon pe c'hoazh kreizennoù enklaskerezh evel ar Cnet e Lannuon.

Deuet e oa labouradeg ar Joint français e Sant-Brieg e 1962. Hep mar en doa an embregerezh tennet splet eus e zonedigezh. Ar sikourioù digant ar Stad (fraejoù stummañ, arc'hoproù d'an aveadurioù) a oa manet kuzh d'ar mare-se. Kaoz zo a zek milion a lurioù gant Michel Phlipponneau (sellet ouzh al levrlennadur). Ti-kêr Sant-Brieg en doa astennet ur sammad-brav a wenneien ivez. Un dachenn a eizh devezh-arat warn-ugent a oa bet gwerzhet d'an embregerezh evit 1 santim ar m² (2 500 000 lur a dalvoudegezh) ha kempennet e oa bet anezhi en a-raok (95 000 lur). Disammet oa bet ar Joint français diouzh an aotre-gwerzhañ ha distaol en doa bet war ar fraejoù dour (ouzhpenn ur milion a lurioù). Ret eo ouzhpennañ un arc'hopr a 700 lur dre implij krouet ivez.

Koulskoude, evit an embregerezh da vezañ prometet mil pemp kant implij nevez ne oa bet krouet nemet ur mil bennak gantañ evelato.

Soñjal a rae d'ar sindikadoù e denne ar CGE e vad diwar goust ar vicherourien pa oa bet graet pikol-gounidoù ganti diagent.

An harz-labour : red-an-darvoudoùAozañ

En-dro d'ar bloavezhioù 1970 e oa luskadoù harz-labour e Sant-Brieg : er S.A.B.E.M. hag e Chaffoteaux et Maury da skouer. D'ar mare-se e oa gwan-gwan ar sindikalouriezh e Sant-Brieg petra bennak ma oa un nebeut kreñvlec'hioù micherour e-giz Sambre et Meuse ha Chaffoteaux et Maury. Micherourien ar Joint français ne oa ket batalmerien anezho, koulskoude o deus kaset da benn un hir a stourm pa oant harpet gant un bern tud.

E miz meurzh 1969 e oa bet un harz-labour er Joint français met ar vicherourien n'o doa tennet gounid ebet diwarnañ. Diskrogoù-labour all a oa bet daou vloaz goude-se gant laboureien ar stal-gweañ, teir sizhun en doa padet an abadenn met c'hwitet oa bet war ar stourm adarre.

14 a viz C'hwevrer 1972 : kinniget ez eus ur c'haier-klemm d'ar renerezh e Bezons. An azgoulennoù a sell ouzh ar goproù da gentañ penn. Kaoz zo a sevel ar goproù a 70 santim dre eurvezh labour (30 diouto da adpakout ar bloavezh kent).

Mut e chom ar renerezh e-pad ur sizhun. Hag e krog ar varc'hata etre ar vicherourien ha pennoù ar Joint français e Sant-Brieg.

23 a viz C'hwevrer : stagañ a raer gant an diskrogoù-labour kentañ, ar c'hentañ meeting a vo daou zevezh goude.

13 a viz Meurzh : harz-labour hollek ha dibaouez, ac'hubet eo al labouradeg gant ar vicherourien.

14 a viz Meurzh : « Skarzhit eus an uzin hag e varc'hatimp ! » eme an aotrounez Fourt ha Richet o paouez teredek eus Sez ar Joint français e Bezons. « Marc'hatomp hag e skarzhimp eus an uzin  ! » a respont an ac'huberien. Loc'het eo koroll ar vouzarded...

15 a viz Meurzh : al lez-varn a ro urzh da skarzhañ ar vicherourien diouzh al labouradeg.

17 a viz Meurzh : a-raok ar pellgent eo dilojet ar vicherourien gant ar CRSed, manu militari, e-giz e vez lavaret e latin flour.

21 a viz Meurzh : 5000 den o tibuniñ er straedoù.

5 a viz Ebrel : lañset eo an diviz en-dro etre ar bennrenerien hag kannaded ar sindikadoù CFDT ha CGT, e savadur Renerezh-departamant al Labour e tremen an traoù. Emañ ar vicherourien er-maez o c'hortoz e tifoupfe un emglev eus an emvod-se. Tro-dro 5 eur zo ur respont : ar renerien a ginnig 3,5 % a gresk evit ar goproù e-lec'h 3 % raktreset...reuzeudik hervez ar vicherourien, aloubiñ a reont sal ar gaozeadennoù. Goude ur pennad e adkrog an diviz. En aner. Aloubet eo ar sal en-dro. Padout a raio betek antronoz. Diouzh beure eo erruet ar CRSed diwar urzh ar prefed, lezel a reer ar renerien da vont kuit, war bromesa e c'hellor adkregiñ gant an divizoù emberr. Met bec'h a sav gant ar CRSed hag ar vicherourien chomet war al lec'h, gloazet zo tud.

An abadenn-se a lak da cheñch live ar stourm. An diskrog-labour a dap brud e Breizh a-bezh hag e bro-C'hall. War greñvaat e ya ar c'hengred gant-se.

18 a viz Ebrel : 10 000 den o vanifestiñ e kêr Sant-Brieg[1].

E-kerzh pemzektez diwezhañ miz Ebrel e teu da vezañ ar Joint français afer ar gouarnamant. Ar c'hinnigoù graet gant ministrerezh al labour na zisoc'hont war netra.

3 a viz Mae : ur vanifestadeg all a vod 6000 den, un diskan nevez zo bet savet : « Au Joint Français, au Joint Français/Les ouvriers bretons disent merde au patron... »

5 a viz Mae : kregiñ a reer gant an divizoù en-dro e prefeti Sant-Brieg. Emglev a zo evit kreskiñ an arc'hoproù hag izelaat an amzer labour. En em glevout a reer ivez evit kreskiñ a 45 santim ar gopr dre eurvezh e-lec'h 70 santim goulennet gant ar vicherourien.

D'an 8 a viz Mae e voe divizet lakaat un termen d'ar stourm dre ur votadeg dre baperioù-kuzh (641 evit, 191 enep[1]). An deiz war-lerc'h e adkrog ar vicherourien gant o labour.

Ar c'hengredAozañ

Ur c'hengred dreistordinal zo bet tro-dro da stourm ar Joint français. E Breizh hag e Bro-C'hall zo bet kalz a dud o reiñ arc'hant da sikour ar vicherourien. Ti-kêr Sant-brieg en doa votet ur yalc'had evit an harzlabourerien. Al labourerien-douar a gase peadra da vouetañ an dud hag o familhoù. Ar vicherourien all, ar genwerzherien, ar gelennerien, a oa kazel-ha-kazel gant stourmerien ar Joint français. Bez zo bet beleien, luskadoù ar yaouankizoù kristen o harpañ ivez. Savet zo bet kalzig a vodadoù skoazell evit dastum arc'hant, e-pad devezhioù diwezhañ ar stourm e oa unan war sevel e Pariz zoken ! Ar strolladoù politikel hag ar sindikadoù o doa aozet manifestadegoù, prezegennoù, hag all. Met ar pep efedusañ evit dastum arc'hant a oa aozañ sonadegoù, festoù-noz. Kalzig a arzourien o doa harpet ar vicherourien, e-korf ar gouel « Six heures pour le Joint français » da skouer : Kerjuhel, Gilles Servat, Paco Ibañez, Glenmor, Leni Escudero, François Budet, Serge Kerguiduff, Tri yann.

Breizh o stourmAozañ

A-feur ma yae ar stourm war-raok e teuas da vezañ stourm ar Joint français hini Breizh a-bezh. Al lugan « Joint français combat de tous les Bretons » embannet gant an UDB da gentañ a voe adkemeret gant ar strolladoù all da-c'houde. Kudennoù ar Joint a oa re an digreizennerezh greantel e Breizh. Lakaet e veze war wel korvoerezh an dorn-labour gant embregerezhioù bras e-maez eus Breizh. Keal an drevadennerezh a voe implijtet er bloavezhioù-se gant an UDB, ar CFDT, ar PSU. D'ar mare-se ivez e veze gwelet ar gwenn-ha-du o strakal en avel kichen-ha-kichen gant ar banniel ruz pa oa berzet gant ar CGT koulz hag ar CFDT e-pad manifestadegoù miz Mae/Even 68[1]. Ar gwenn-ha-du a voe liammet muioc'h-mui gant mennozhioù an tu-kleiz e-kerzh ar bloavezhioù 70 pa heulie an holl stourmoù poblel.

Barzhed ha kanerienAozañ

Forzhik kanaouennoù ha barzhonegoù a zo bet savet diwar stourm ar Joint français. Lod anezho a oa kalz brud warno en o amzer.

LevrioùAozañ

An holl ditouroù a ya d'ober ar pennad a-us a c'haller o c'havout en dielloù-mañ :

  • CAPDEVIELLE (J), DUPOIRIER (E), LORANT (G), La grève du Joint français. Les incidences politiques d'un conflit social, Presses FNSS, 1975.
  • DUCLOS (P), La grève du Joint français in ArMen n°38, octobre 1991, p. 10-23.
  • GUIHENEUF (S), 1972. Le Joint Français en grève in Le Télégramme 23/03/2008.
  • PERIDY (C), 1972. La révolte victorieuse des O.S. Du Joint Français in Le Télégramme 27/12/1998.
  • PHLIPPONNEAU (M), Au Joint français, les ouvriers bretons, PUB, 1972.

FilmoùAozañ

  • LE TACON (J-L), Voici la colère bretonne-grève du joint français (1h02), 1972.
  • 1,0 ha1,1 Zancarini-Fournel, Michelle (2016). "Le moment 68", Les luttes et les rêves (in french). Paris : Éditions La Découverte. 995 p. ISBN 9782355220883.