Festina lente
Festina lente ("Hast goustad") zo ul lavar latin a vije bet distaget gant an impalaer roman Augustus hervez an istorour roman Caius Suetonius Tranquilus.
En henc'hresianeg emañ an daou c'her-se e skrid Suetonius :
Crebro itaque illa iactabat : Σπευδε βραδέως, Ἀσφανς γἀρ ἐστ᾽ἀμείνον ή θρασὺς στρατηλάτης et: sat celeriter fieri quidquid fiat satis bene.
Alies e lavare ar c'hennlavaroù-mañ : "Hast goustad", "Gwelloc'h ur rener evezhiek eget unan hardizh" ha "Buan a-walc'h e vez graet ma vez graet mat".– Caius Suetonius Tranquilus: De Vita Caesarum, Vita Divi Augusti, 25[1].
Kement ha "hast goustad" e talv Σπευδε βραδέως, gant Σπευδε (Speude, "gra hast") ha βραδέως (bradeos, "goustad")[2], kavet dindan pluenn Aristofanes (war-dro 450–385 kent JK) en e bezh Hippeîs (Ἱππεῖς), ar Varc'heion.
Brezhoneg
kemmañE brezhoneg e lavaror Hastañ goustad ! pe Hastomp goustad !, a-hend-all e ranker hastañ buan, a zo skuizhusoc'h.
Istor
kemmañ- Sturienn an embanner Aldo Manuzio (Aldus e latin) e oa er XVvet kantved e Venezia, aroueziet gant un dresadenn, un delfin (buander) hag un eor, hag a veze implijet evel merk an embanner.
- Ar vaot a oa arouez Cosimo Iañ de' Medici.
- Sturienn konted Onslow, e Bro-Saoz, e oa ivez.
Lennegezh
kemmañ- Meneget eo al lavar henc'hresianek en Adagia, oberenn Erasmus (c. 1469–1536)[3].
- E 1668 e skrivas La Fontaine, er fablenn Le Lièvre et la Tortue : « "Elle se hâte avec lenteur" ».
- E 1674 e lenner, dindan pluenn Nicolas Boileau, en e Art poétique, ar gwerzennoù :
- Hâtez-vous lentement, et sans perdre courage,
- Vingt fois sur le métier remettez votre ouvrage,
- Polissez-le sans cesse, et le repolissez,
- Ajoutez quelquefois, et souvent effacez.
- Goethe a skrivas, en e varzhoneg Hermann und Dorothea :
Laßt uns auch diesmal doch nur die Mittelstraße betreten! Eile mit Weile! das war selbst Kaiser Augustus Devise
« Kemeromp ar wech-mañ an hent etre. Hast goustad : hennezh e oa lavar an impalaer Augustus e-unan».
Sonerezh
kemmañTraoù all
kemmañC'hoari
kemmañEile mit Weile (lavar Goethe) eo an anv alamanek bet roet d'ur c'hoari anavezet evel Hâte-toi lentement e Suis, krouet diwar ar Parcheesi italian, deuet diwar ar Pachisi, damheñvel ouzh ur c'hoari alaman all, Mensch ärgere Dich nicht, pe ivez ouzh al ludo.
Eurier
kemmañE Suis e vez graet eurieroù en anv ar merk Festina. Brudet eo bet ar skipailh marc'houarnerien a rede en anv-se, e Tro Bro-C'hall dreist-holl.
Ti
kemmañKrennlavaroù kar
kemmañ- E saozneg
- More haste, less speed, "Muioc'h a vall, nebeutoc'h a dizh".
- Haste makes waste, "Diwar vall e teu moc'herezh"
- En italianeg
- Chi va piano va sano, e va lontano, "Neb a ya goustad a ya yac'h, hag a ya pell".
Skeudennoù
kemmañ-
An delfin hag an eor, a veze implijet da aroueziañ al lavar abaoe amzer Henroma, a oa ivez merk an embanner Aldus.
-
Baot an tiegezh Medici, murlivadur er Palazzio Vecchio, e Firenze.
-
E-touez arouezioù skol-veur Salamanca, e Spagn.
-
Eurier Festina.