Hatied
An Hatied a oa ur bobl eus an Henamzer hag a veve e bro Hatti, hiziv e kreiz hag e gevred Anatolia, (anvet Azia-Vihanañ en Henamzer glasel). Sevenadur an Hatied a oa anezhi etre 2500-2000 ha 1700 kent J.-K. e deroù hag e kreiz oadvezh an arem.
Evel ma n'o devoa an Hatied tamm skritur ebet (er prantad kentistorel e oant eta), e ranker fiziañ e mammennoù dieeun pe disklêriadennoù pobloù all. Moarvat ec'h implije ar renerien hati skribed a skrive en asirieg da genwerzhañ gant Mezopotamia.
Anv koshañ Anatolia, "Bro Hatti" a oa kavet evit ar wech kentañ war dablezennoù e skritur gennheñvel eus Mezopotamia eus prantad an Impalaeriezh akkadiat (2350-2150 kent J.-K.). War an tablezennoù-se ec'h aspede marc'hadourien Asirian ar roue asiriat Sargon da gas sikour dezhe. Derc'hel a reas an anv-se da vezañ implijet e-pad 1 500 vloaz betek 630 kent J.-K., evel m'en diskouez ar bloazdanevelloù asiriat.
Komz a raent ur yezh ha na oa ket indezeuropek, an hatieg. Lod eus ar ouizieien a gred bremañ e oa kar da yezhoù gwalarn ar C'haokaz[1]. A-benn ar fin en em veskont gant an Hitited, pe e oa kemeret o flas gant ar re a gomze hititeg.
Notennoù
kemmañ- ↑ Bryce, Trevor The Kingdom of the Hittites, 1998, Oxford University Press, pp.
Levrlennadur
kemmañ- Ekrem Akurgal, The Hattian and Hittite Civilizations, Publications of the Republic of Turkey, Ministry of Culture, 2001, 300 pages, ISBN 975-17-2756-1