Hawiz zo un anv-badez brezhonek a-orin eus Normandi,

Yezhoù allAozañ

TudAozañ

Anv teir friñsez anavezet en istor Breizh eo :

  1. Hawiz Normandi (977-1034), gwreg Jafrez Iañ, dug Breizh, mamm Alan III, dug Breizh, an hini gentañ anavezet en anv-se, deuet eus Normandi eta ;
  2. Hawiz Breizh (1027-1072), he merc'h-vihan, merc'h d'an dug Alan III, c'hoar d'an dug Konan II, dimezet da Hoel, kont Kerne ha dug Breizh, a oa mamm d'an dug Alan IV ;
  3. un Hawiz all a oa gwreg Budig Naoned, ha mamm Mazheas Iañ Naoned (ganet e 1038). N'ouzer ket pikol tra diwar he fenn : marteze e oa kar d'an div all, rak ar c'hiz a oa da virout ar memes anvioù en tiegezhioù ;
  4. Hawiz Dol, merc'h da Riwallon Dol, gwreg Alvus, beskont Poher.

Anv-tiegezhAozañ