Er yezhoniezh e vez implijet an termen heñvelsonerezh (saoz.: homophone) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma vez distaget peurheñvel gerioù disheñvel o ster, daoust ha ma c'hall bezañ heñvel an doare d'o skrivañ pe get, da skouer:

"gouel" (= fest)
"gouel" (= leñv)
"gwel"

A-wezhoù e c'heller diforc'hañ gerioù heñvelson dre o jener er yezhoù ma vez anezhañ, da skouer:

gourel: "gouel" = fest/leñv, d.s. > "ur gouel bras"
benel: "gouel" = lien ur vag,, d.s. > "ur Øouel vras"

Implijet vez an termen "heñvelson" ivez evit ober dave da c'hrafemennoù (da lâret eo lizherennoù ha/pe strolladoù lizherennoù) disheñvel distaget en hevelep doare, da skouer e gresianeg a vremañ: ι, η, ει, οι, υι, ηι distaget [i] pe "ae" hag "ê" distaget [ɛ] e rannyezhoù brezhonek 'zo, da skouer "kaer" ha kêr".

Pennad kar kemmañ

  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.