Saki
Anv ofisiel Hector Hugh Munro
Anv pluenn Saki
Obererezh Daneveller, romantour, saver pezhioù-c'hoari, kazetenner
Ganedigezh e 1870
e Akyab, Myanmar Myanmar
Marv e 1916
e Beaumont-Hamel, Bro-C'hall Bro-C'hall
Yezh skrivañ Saozneg
Oberennoù pennañ
The Unbearable Bassington, Beasts and Super-beasts


Hector Hugh Munro (ganet d'an 18 a viz Kerzu 1870 ha marvet d'an 13 a viz Du 1916), anavezet gwelloc'h dindan e anv-pluenn Saki, a oa ur skrivagner saoz, a rae goap eus kevredigezh amzer ar roue Edouarzh gant e zanevelloù. Tremen a ra da vezañ mestr an danevelloù, ha keñveriet e vez alies gant O. Henry ha Dorothy Parker. Marteze eo "The Open Window" (Ar prenestr digor) e zanevell vrudetañ.

Ouzhpenn e zanevelloù (a oa bet embannet da gentañ e kelaouennoù, evel ma oa boaz d'ar mare-se, ha goude dastumet e meur a levrenn) e skrivas ivez ur pezh-c'hoari, The Watched Pot, e kenlabour gant Charles Maude; daou bezh-c'hoari en un arvest; ur studiadenn istorel, The Rise of the Russian Empire (Savidigezh impalaeriezh Rusia), al levr nemetañ embannet dindan e wir anv; ur romant berr, The Unbearable Bassington; al levr e lodennoù The Westminster Alice (ul luadenn eus Alis e Bro ar Marzhoù e Parlamant ar Rouantelezh Unanet), ha When William Came, istitlet A Story of London Under the Hohenzollerns (istor Londrez dindan ar re Hohenzollern), ur skrid faltazi diwar-benn aloubadenn Breizh-Veur gant an Alamaned. Levezonet e voe gant Oscar Wilde, Lewis Carroll, ha Kipling, ha levezonañ a reas A. A. Milne, Noël Coward, ha P. G. Wodehouse.

Anv kemmañ

Soñjet e vez e tave an anv Saki eus an douger-tasoù e Rubaiyat Omar Khayyam, ur varzhoneg meneget a-wezhioù gant an dudenn bennañ e-barzh "Reginald on Christmas Presents" (Reginald diwar-benn profoù an Nedeleg) hag istorioù all c'hoazh. Koulskoude e c'hell dave diouzh ar marmouz Saki eus Amerika ar Su, "ur marmouz bihan, hir e lost eus Kornôg an douar" a zo un dudenn bennañ e-barzh "The Remoulding of Groby Lington".

E vuhez kemmañ

Ganet e voe Hector Hugh Munro e Akyab, Birmania (anvet bremañ Sittwe, Myanmar). Mab e oa da Charles Augustus Munro ha Mary Frances Mercer. Ensellour meur e polis Birmania e oa e dad, pa oa ar vro ul lodenn eus Impalaeriezh Breizh-Veur c'hoazh. E 1872 e voe arsailhet e vamm, a oa aet da Vro-Saoz da veajiñ, gant ur vuoc'h; diforc'hiñ he bugel a reas. Ne zeuas morse en-dro ha buan e varvas. Kas a reas Charles Munro e vugale, Saki a oad a zaou vloaz en o zouez, da Vro-Saoz, ma voent desavet gant o mamm-gozh hag o moerebezed en un diegezh strizh.