Heinkel He 113
An Heinkel He 113 a oa ur c'harr-nij emgann faltazius alaman eus an Eil Brezel-bed. Ijinet hag implijet e oa bet evit ar propaganda ha marteze ivez evel obererezh digelaouiñ.

Diorroadur
kemmañE 1940, Ministr ar Propaganda Nazi, Joseph Goebbels, en doa graet brud war ur c'harr-nij chase nevez a oa erruet e servij al Luftwaffe. Ar steuñv a oa bet tennañ poltredoù eus an Heinkel He 100 D-1s war meur a bazenn nij dre Alamagn, bewech gant livadurioù disheñvel evit ober evel ma vije meur a skouadrenn-nij oc'h implij ar c'hirri-nij faltazius.
Ar skeudennoù a oa bet embannet er c'heleier gant an anv He 113, a-wechoù embannet evel bezañ ur c'harr-nij stourm noz (en desped da vezañ dafaret memes gant gouleier pradañ).