Heinkel Lerche
Heinkel Lerche a oa anv un heuliad steuñvioù kirri-nij nazi, savet gant an embregerezh Heinkel. Ar steuñvioù a oa bet labouret warno gant Heinkel e 1944 betek 1945 evit sevel kirri-nij VTOL brezel ha karr-nij tagañ douar.
Iskevrennad eus | fighter aircraft, vertical takeoff and landing aircraft ![]() |
---|---|
Bro orin | Reich alaman ![]() |
Saver | Heinkel ![]() |
Al Lerche ("alc'hweder" en alamaneg) a oa e stumm ur c'holeopter. Dibradañ a rae eeun war-zu an oabl ha pradañ a rae eeun war e lost, met nijal a rae a-blaen evel ar c'hirri-nij all. Ar sturier a oa staliet a-blad kof e beg ar c'harr-nij. Kaset e veze war-raok war-bouez daou gaser enep-troiñ.
Kroget e oa bet gant ar steuñv e 1944 hag echuet e oa bet gant al labourioù e miz Meurzh 1945. Gwelet e oa bet evel dedennus ar stumm kelc'h gant askelloù gwalenn met dirak meur a ziaester en em gavas ar c'hinnig evit ar sevel hag ouzhpenn-se e seblante e vije diziskoulm d'ar mare-se kavout doareoù evit ma vije posubl sturiañ ur c'harr-nij evel-se. Ouzhpenn an hollad kudennoù-se e oa raloc'h-ralañ an danvezioù krai dre ma oa an Eil Brezel-bed oc'h echuiñ.
Spisverkoù
kemmañArmamant
kemmañ- kanolioù= 2 × 30 mm kanol MK 108
- misiloù= 3 × Ruhrstahl X-4 misil aer-aer (diret)