Heinrich Weber
Heinrich Martin Weber, ganet e 1842, marvet e 1913, a oa ur matematikour alaman arbennikaet war an algebr hag teorienn an niveroù. Anavezet eo dreist-holl evit e destenn Lehrbuch der Algebra embannet e 1895 hag evit e labour e algebr ha teorienn an niveroù.
Ganet e oa Weber e Heidelberg ha mont a reas da skol veur Heidelberg e 1860. Studiañ a reas ivez e skol veur Leipzig. Tapout a reas e ziplom doktor e 1863.
Renet e voe e dezenn gant Frantz Neumann e Königsberg. Kelenn a reas e Zürich, e skol veur Königsberg hag e skol veur teknik Charlottenburg. A-benn ar fin e echuas e vuhez e Strassburg (alaman d'ar mare-se).
E bennlabour a zo bet e algebr, teorienn an niveroù, analizañ hag aplikadennoù eus an analizañ d'ar matematik fizik.
Liammoù diavaez
kemmañ- O'Connor, John J.; Edmund F. Robertson [1] (e saozneg)