Henri Pouctal
Henri Pouctal, bet ganet d'an 21 a viz Here 1860 e La Ferté-sous-Jouarre (Seine-et-Marne) hag aet da Anaon d'an 2 a viz C'hwevrer 1922 e Pariz, a oa un aktour (c'hoariva ha sinema) hag ur filmaozour gall.
Daoust dezhañ bezañ kouezhet e puñs an avel hiziv an deiz, Henri Pouctal a voe un den meur e bedig-bed sinema e amzer.
Kroget en devoa gant e vicher a filmaozour evit gwir evel skoazeller da André Calmettes ha Charles Le Bargy da-geñver filmañ L'Assassinat du duc de Guise e 1908.