Herri ar Merdeer
(Adkaset eus Henrique ar Merdeer)
Henrique de Avis, pe Henrique o Navegador (Herri ar Merdeer), pe an Infante Dom Henrique (Infant Dom Herri), lesanvet O Infante de Sagres, ganet d'ar 4 a viz Meurzh 1394 e Porto ha marvet d'an 13 a viz Du 1460 e Sagres, a oa un infant portugalat hag a roas lañs da veajoù bras moraerien Portugal dre ar bed. Gwelet eo evel an den a enaouas tan an trevadenniñ europat.
Daoust d'e lesanv (ar merdeer) ne verdeas ket ha ne reas kavadenn ebet en douaroniezh. Arc'hantiñ ar beajoù ne reas ken, hag un titl a enor eo e lesanv, evel al lesanvioù roman roet d'an dud uhel, ha netra ken.
Mab e oa da João Iañ, roue Portugal
Ne zimezas ket ha divugel e oa.
Beziet eo er Mosteiro da Batalha
Enorioù
kemmañ- E 1931 eo bet savet un delwenn anezhañ gant Francisco Franco de Souza war plasenn ar C'henwerzh e Naoned
- E 1960 eo bet savet un monumant e Lisboa evit kounlidañ e 500vet deiz-ha-bloaz, dindan an anv Padrão dos Descobrimentos
- E 1994 eo bet derc'hennet war bilhedoù bank Portugal 10 000 escudos.