Hernin
Hervez e Vita aozet gant Alberzh Veur e vije deuet sant Hernin eus Breizh-Veur war-dro ar bloaz 528. Staliet en dije e beniti war douaroù bet roet dezhañ gant an aotrou a Gelenn. Eno e vije aet da Anaon d'al Lun kentañ a viz Mae 535. Lidet e vez e bardon d'ar Sul kentañ a viz Mae e Lokarn.
Skeudennet eo en iliz-parrez Sant-Hern e stumm ur manac'h, ur c'habell war e benn. E manac'h emañ ivez, gant ul levr serr en e zorn, er feunteun gouestlet dezhañ e Lokarn. War e vez e vije bet savet iliz-parrez Lokarn. Un darn eus e relegoù a gaver enni en ur vrec'h relegouer eus ar XVIvet kantved.
E anv en deus roet da Pluhernin (Bro-Wened) (Plebs Huiernin e 833) ha da Sant-Hern (Sancti Hernni war-dro 1330). Sant-paeron ar barrez-mañ eo.
Chapelioù zo goustlet dezhañ e Plouvagor, Sant-Hern, Skrigneg ha Trefrin.
E anv zo ur stumm dousaet en -in eus ar ger henvrezhonek hoiarn (houarn).
D'ar 7 a viz Mae e vez lidet.
Un delwenn anezhañ a gaver e Traoñienn ar Sent e Karnoed.
Levrlennadur
kemmañ- Albert Deshayes, Dictionnaire des prénoms celtiques, Le Chasse-Marée/ArMen, Here 2003, 208 p. (ISBN 978-2-914208-02-4)