Herpes
An herpes (eus ar ger gregach ἕρπης - herpes), pe herpes simplex, zo ur c'hleñved hag a laka tanijenn er c'hroc'hen deuet diwar ar viruz Herpes simplex. Dre vras ez eus daou seurt herpes:
- herpes ar weuz, a vez lavaret beulbez anezhañ ivez, a gaver ivez war an dremm, war ar fri, eo ar stumm ordinal, met gallout a ra tizhout an daoulagad
- herpes ar c'haol, pe ar reizh, a c'hoarvez war groc'hen kourzh ar merc'hed, pe war kalc'h ar baotred.
Lavaret e vez ar memes anv eus ar c'hleñved hag eus ar viruz peurvuiañ, met diaesoc'h eo an traoù da ziluziañ, ha daou viruz eo a zo.
Barradoù
kemmañSkeiñ a ra an herpes a varradoù, a bad pell pe belloc'h hervez an dud, hervez pegen yac'h pe skuizh e vezont a-hend-all, etre 2 hag 21 deiz: pa vez skoet daou zen en un tiegezh e c'hall an eil bout pareet (distanet kentoc'h, rak n'eus pare ebet) dindan tri devezh, hag egile chom tapet e-pad teir sizhun. Goude ar barrad kentañ ec'h a ar viruz da repuiñ en nervennoù ha ne guita ket ar c'horf a-hed-buhez ken. C'hoarvezout a ra ar barradoù bep an amzer, diasur e vez ar penaos hag ar perag, met gouzout a reer petra a aesa d'ar viruz skeiñ: kenstok daou gorf, goulioù, skuizhder, heol.
Pare
kemmañLouzoù zo ouzh an herpes, met pare ebet n'eus outañ c'hoazh. Da virout ouzh an herpes e vije ret chom hep stekiñ ouzh tud klañv. Met kuzh eo ar c'hleñved etre ar barradoù: bihanaat ar riskl a c'haller, mirout outañ n'haller ket. Ouzhpenn-se, goude ur pennad, ne deu ket barradoù ken da lod tud, ken e kredont int pare, pa n'int ket.
Louzoù a vez roet gant medisined hag a c'hall skañvaat ar boan ha berraat ar barradoù, netra ken: traet a zo da lakaat war ar goulioù, ne vezont ket ken efedus war an holl, ha kachedoù zo ivez. Ar vaksinoù a vezer oc'h arnodiñ n'int ket efedus evit poent.
Sed al louzoù enepviruz a vez roet: aciclovir (acyclovir), valaciclovir (valacyclovir), famciclovir, ha penciclovir. Aciclovir eo al louzoù koshañ, a zo jenerik ivez bremañ.
Ar viruzoù
kemmañViruz an herpes simplex a zo daou zoare dezhañ, hag a vez graet HSV-1 ha HSV-2 anezho.
Herpes ar reizh
kemmañLevrlennadur
kemmañ- R. H. Kampmeier: Herpes genitalis: a clinical puzzle for two centuries. Sex. Trans. Dis. (1984) 11: S. 41
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Herpes Simplex
- (es) ¿Qué es herpes genital?