Herri III Mecklenburg

Herri III Mecklenburg, pe Heinrich III der Hänger von Mecklenburg hervez an alamaneg, ganet en 1337, ha lazhet dre wall zegouezh d'ar 24 a viz Ebrel 1383 e Schwerin, a oa dug Mecklenburg. Kenzug Mecklemburg-Schwerin e voe eus 1379 betek 1383.

Mab e oa da Alberzh II Mecklemburg ha da Euphémie Sveden.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

Dimeziñ a reas en 1361 da Ingeborg Danmark (1347-1370), merc'h henañ ar roue Valdemar IV Danmark.

Pevar bugel o doe:

Pa intañvas Herri III Mecklemburg e timezas e 1377 da Mechtild von Werle-Güstrow, merc'h da Bernard II von Werle-Güstrow. Bugel ebet n'o doe.

E varv

kemmañ

Lazhet e voe Herri III Mecklemburg en un tournamant e miz Ebrel 1383. E vreur Magnus Iañ Mecklemburg a genrenas neuze gant e niz Alberzh IV Mecklemburg. Beziet e voe Herri III Mecklemburg en Iliz-veur Doberan.

Liammoù diabarzh

kemmañ

E zaou dad-kozh