Herri V (Bro-Saoz)

(Adkaset eus Herri V Bro-Saoz)
Ur pennad Herri V zo ivez.

Herri V, Roue Bro-Saoz, Hêr ha Rejant Rouantelezh Bro-C'hall hag Aotrou Iwerzhon, a oa ganet d'ar 16 a viz Gwengolo 1387 ha marvet d'an 31 a viz Eost 1422, zo bet roue Bro-Saoz adalek 1413 betek 1422. Unan eus brezelourien vras ar Grennamzer e oa.

Heri V, Dre c'hras Doue, Roue Bro-Saoz, Hêr ha Rejant Rouantelezh Bro-C'hall hag Aotrou Iwerzhon

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa e Monmouth, e Bro-Gembre d'ar 16 a viz Gwengolo 1387. Mab e oa da Herri Bolingbroke, a zeuas diwezhatoc'h da vezañ Herri IV, ha da Mari Bohun, a varvas kent kurunidigezh he fried Bolingbroke.


Brezel a reas da Gembreiz, renet gant Owain Glyndŵr, goude se a-enep an tiegezh Percy, en emgann Shrewsbury.


Goulenn a reas kurunenn Bro-C'hall adal 1414, evel e hendad Edouarzh III en 1340, war zigarez e oa aet foll ar roue gall Charlez VI. Alouviñ a reas Bro-C'hall e miz Eost 1415 ha trec'h e voe war varc'heien Bro-C'hall en emgann Azincourt d'ar 25 a viz Here. Goude e kasas ur brezel aloubiñ e Normandi entre 1417 ha 1419.

En e raok:
Herri IV
Roue Bro-Saoz
 
14131422
War e lerc'h:
Herri VI