Herri al Leon (1129/1131-1195), pe Heinrich der Löwe en alamaneg, a voe Dug Sachsen (evel Herri III) adal 1142 ha dug Bavaria (evel Herri XII) adal 1156, div zugelezh a zalc'has betek 1180. Unan eus galloudusañ priñsed Alamagn e oa, ken na deuas e gevezer ha kenderv eus an tiegezh Hohenstaufen Friedrich Barbarossa, hag e vab Herri VI, da dennañ digantañ Dugelezh Sachsen ha dugelezh Bavaria

Herri al Leon

E vuhez

kemmañ

Mab e oa da Herri al Lorc'hus, dug Bavaria ha Sachsen, hag a oa mab da Herri an Du, dug Bavaria. E vamm a oa Gertrud von Sachsen, merc'h nemeti an impalaer Lotar II, pe Lotar von Supplinburg, ha Richence von Nordheim, pennhêrez douaroù sakson Nordheim ha Braunschweig-Lüneburg.