Henrique de Avis, pe Henrique o Navegador (Herri ar Merdeer), pe an Infante Dom Henrique (Infant Dom Herri), lesanvet O Infante de Sagres, ganet d'ar 4 a viz Meurzh 1394 e Porto ha marvet d'an 13 a viz Du 1460 e Sagres, a oa un infant portugalat hag a roas lañs da veajoù bras moraerien Portugal dre ar bed. Gwelet eo evel an den a enaouas tan an trevadenniñ europat.

Herri ar Merdeer, poltred gant Nuno Gonçalves, Museu Nacional de Arte Antiga, Lisboa

Daoust d'e lesanv (ar merdeer) ne verdeas ket ha ne reas kavadenn ebet en douaroniezh. Arc'hantiñ ar beajoù ne reas ken, hag un titl a enor eo e lesanv, evel al lesanvioù roman roet d'an dud uhel, ha netra ken.

Mab e oa da João Iañ, roue Portugal

Ne zimezas ket ha divugel e oa.

Beziet eo er Mosteiro da Batalha

Enorioù kemmañ

  • E 1931 eo bet savet un delwenn anezhañ gant Francisco Franco de Souza war plasenn ar C'henwerzh e Naoned
  • E 1960 eo bet savet un monumant e Lisboa evit kounlidañ e 500vet deiz-ha-bloaz, dindan an anv Padrão dos Descobrimentos
  • E 1994 eo bet derc'hennet war bilhedoù bank Portugal 10 000 escudos.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.