Herve (kont Maine)
Herve, pe Charivius, a oa un dug frank, dux Cenomannicus, da lavarout eo dug pe kont ar Mañs, en VIIIvet kantved. Mab d'ar c'hont Roger, kentañ kont ar Mañs. An eil eus konted ar Mañs eo eta. E 723 e taolas e grabanoù war madoù eskob ar Mañs, eskopti ha manatioù, pa varvas an eskob Herlemund, ha lakaat a eure e vab dizesk Gauciolenus da eskob. N'ouzer ket pedavare e varvas, met chom a reas e vab e penn an eskopti betek 771.
Levrlennadur
kemmañ- Smith, Julia M. H. Province and Empire: Brittany and the Carolingians. Cambridge University Press: 1992.