Heuliañ an darempredoù (medisinerezh)
E yec'hed publik, Heuliañ an darempredoù zo un hentenn evit kontrolliñ penaos e c'hell ur c'hleñved en em strewiñ. Klask a reer lakaat un anv war bep den bet gwelet gant unan bennak klañv evit kelaouiñ, gwareziñ, testiñ, diaspellañ ha neuze terriñ chadenn an infektiñ. Graet e vez alies evit kleñvedoù kaset dre zarempredoù-rev (VID da skouer), evit an droug-skevent, ar ruzell pe c'hoazh evit kleñvedoù nevez evel ar SARS-CoV (2003) pe ar SARS-CoV-2 (2019-20).