Heuz
An heuzoù zo boteier hir. Meur a seurt zo hiziv, dre vras an heuzoù bras, da ziskouez, hag ar re da labourat pe liammet ouzh ur garg.

Ar ger kemmañ
Kar eo ar ger d'an anv gallek kozh heuse, hose e saozneg, ha deuet ar ger kembraek hosan diwarnañ.
Labour kemmañ
- Heuzoù da vont en dour, er mor a-wechoù, gwisket gant pesketourien
- Heuzoù da varc'hegañ.
Hanter-heuzoù kemmañ
An hanter-heuzoù a dap uheloc'h eget an ufern betek lodenn uhelañ kof-gar an den.
Heuzoù hir ha brozhioù berr kemmañ
A-hervez eo gant ar ganaouenn These boots are made for walking gant Nancy Sinatra, e krogas giz an heuzoù d'ar merc'hed, gwisket gant brozhioù berr.
Heuzoù uhel kemmañ
Heuzoù uhel a dap betek an divvorzhed a vez douget gant nebeud a vaouezed: diaes da wiskañ ha da lemel, ha diaes kerzhout ganto. met tud zo a lavar n'int ket graet evit kerzhout.
Lennegezh kemmañ
- An heuzoù seizh lev, en istor Meudig
- Ar c'hazh gant heuzoù ler, ur gontadenn all
Pennadoù kar kemmañ
- seul (botez)
- Roparzh II (dug Normandi), lesanvet Berr-e-heuz.
Liammoù diavaez kemmañ
- Footwear History
- The History of Boots
- Boot Anatomy
- Leather Boot Care
- Boot Glossary: Common Boot Terms
- how to produce a boot
Skeudennoù kemmañ
-
Heuzoù melen kailharek
-
Heuzoù berr e lêr du, anvet Dr. Martens.
-