Hildegart Rodríguez Carballeira

Hildegart Rodríguez Carballeira (Madrid, 9 a viz Kerzu 1914, † 9 a viz Mezheven 1933 e Madrid) a oa merc'h Aurora Rodríguez Carballeira, eus Ferrol, e Galiza. Ganet ha savet e oa bet gant he mamm evit bezañ maouez an amzer da zont. Peogwir ne blege ket da c'hoantoù he mamm evit he dazont e voe lazhet ganti a-greiz he c'housk. Ur bugel ampart-dreist e oa, hag a ouie skrivañ da 3 bloaz, a ouie 6 yezh da 8 vloaz, hag a echuas he studioù war ar gwir da 17 vloaz. Ezel e oa eus ar PSOE ha goude eus ar Partido Federal.

Hildegart Rodríguez.

Bugaleaj kemmañ

Engehentet e voe e Ferrol (Galiza) gant ar sokialourez Aurora Rodríguez Carballeira diwar un tad hag a oa bet dibabet evit se. Pa ouias Aurora e oa dougerez ez eas da chom da Vadrid. Eno e c'hanas Hildegart d'an 9 a viz Kerzu er straed Juanelo. E-touez mennozhioù divoas he mamm e oa hemañ: arabat skrivañ anv ar vugale er marilhoù, sede ne reas nemet d'an 29 a viz Ebrel.

Pa oa krog ar verc'h da vezañ anavezet dre ar bed ha dre ma tiskoueze c'hoantaat kuitaat he mamm ha pellaat diouzh ar raktresoù a oa bet graet evit he buhez, e lazhas Aurora Hildegart gant pevar zenn pistolenn a-greiz he c'housk.

Bugaleaj kemmañ

... E-touez mennozhioù he mamm e oa ar pennad kalet ne dleje ket ar vugale bezañ marilhet ha koulskoude e reas, met d'an 29 a viz Ebrel, pa oa bet badezet he merc'h d'an 23 a viz Meurzh, ha hi dizoue hagenebet ruz ouzh ar relijion.

Betek he fevarbloaze teue hezad d'he gwelout, ken ma krogas Aurora dagaout disfiz ouzh e levezon warni, ha neuze e tifennas outañ dont.

Emsaverez kemmañ

Adalek he yaouankiz e oa krog da labourat a-zevri er PSOE hag en UGT.

Notennoù kemmañ


Levrlennadur kemmañ

  • A mi no me doblega nadie: Aurora Rodríguez, su vida y su obra (Hildegart) - Rosa Cal Mártinez. Ediciós do Castro, D.L. 1991 ISBN 84-7492-542-8
  • El manuscrito encontrado en Ciempozuelos Guillermo Rendueles Endymion, 1989 ISBN 84-7731-023-8 Estudio del historial clínico de Aurora en el hospital de Ciempozuelos.
  • Hildegart, la virgen roja Joan Llarch, Barcelona : Producciones editoriales, 1979. 155 p.
  • La virgen roja Fernando Arrabal, Barcelona, Seix Barral, 1987.
  • Aurora de sangre (Vida y muerte de Hildegart) Eduardo De Guzmán 1972 Editorial Mundo Actual. Romant.
  • Aurora de sangre o la virgen roja", Rafael Azcona, Jet Films 1977. Filmskrid Fernán Gómez savet diwar romant Eduardo de Guzmán

Film kemmañ