Hipolenn zo ur gevredigezh savet e miz Genver 2007 evit broudañ ar vugale da lenn brezhoneg, dre ginnig dezho levrioù ma vez peget brezhoneg war ar galleg.


Palioù Hipolenn

kemmañ

Hipolenn zo he fal :

  • Pinvidikaat an dastumad levrioù brezhonek evit ar vugale o treiñ teñzorioù al lennegezh yaouankiz a vremañ e brezhoneg .
  • Kinnig abadennoù lenn pe kontañ e brezhoneg er skolioù, el levraouegoù, er saloñsoù lennegezh...
  • Krouiñ ul levraoueg-bale gant levrioù yaouankiz e brezhoneg a vefe prestet d'ar c'hampoù vakañsoù, d'ar skolioù, d'ar stajoù brezhoneg…
  • Kizidikaat al levraouegoù ouzh al lennegezh e brezhoneg evit ar vugale : broudañ diorren an dastumad levrioù brezhonek, skoazellañ an aozañ abadennoù, kizidikaat ouzh al lenn brezhonek ar vrezhonegerien a-vihanik a-youl vat a lenn levrioù evit ar vugale el levraouegoù (rouedad "Lire et faire lire" da skouer).

Mont en-dro ar gevredigezh

kemmañ

Gant izili ar c’huzul-merañ e vez kenurzhiet labour ar gevredigezh hag aozet abadennoù lenn. E 2008, edo er c'huzul-merañ Morwena Audic, Katell Chantreau (sekretourez), Christophe Guillas, Laurence Guillo (prezidantez), Nicolas Hyon (teñzorour).

Skoazellet e vez ar c'huzul-merañ gant ar bodad treiñ hag adlenn, ennañ Stefan Alliot, Morwena Audic, Tudual Audic, Katell Chantreau, Sarah Chedifer, Maxime Crahe, Erwann Denez, Nicolas Hyon, Jean-Do Robin.

Forzh peseurt den a fell dezhañ, brezhoneger ha plijet gant al levrioù, a c'hell dont e-barzh skipailh Hipolenn evit kemer perzh en dibab levrioù, el labour treiñ, el labour maketenniñ an troidigezhioù ha kempenn al levrioù, pe c'hoazh evit buheziñ abadennoù lenn.

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.