Hispania vizigot
Hispania vizigot eo anv ar marevezh istorel ma tiazezas ar Vizigoted e ledenez Iberia, entre kreiz ar Vvet kantved ha deroù an VIIIvet kantved.
Aloubadegoù german
kemmañAdal an IIIde ha Vvet kantved e oa bet gwelet div bobl c'herman o treuziñ ledenez Iberia :ar Sueved hag ar Vandaled, hag ivez an Alaned, ur bobl iranat, a zo anezhi bepred en Osetia, e menezioù Kaokaz. War-dro 409 pe 410, ez eus meneg eus donedigezh un 30 000 a Sueved (dizemglev zo diwar-benn o niver etre an istorourien) dre ar Pirineoù , ar bobl a aloubas gwalarn al ledenez, Gallaecia, ha Braccara e oa o c'hêr-benn.