Hissène Habré (ganet d'an 13 Eost 1942) zo ur politikour bet prezidant Tchad etre 1982 ha 1990.

E 1987

Goude e studioù war ar skiantoù politikel e Pariz (Bro-C'hall) e tistroas da Dchad e 1971 hag e labouras er gouarnamant. Goude-se e kuitaas e vro da vont da Libia hag emezelañ er FAN (Forces armées du Nord), ur strollad emsavidi eus Tchad.
D'an 29 a viz Eost 1978 e teuas da vezañ Kentañ Ministr Tchad e gouarnamant ar prezidant Félix Malloum. D'ar 7 a viz Even 1982 e tistroadas Goukouni Oueddei, a oa bet dilennet da brezidant e 1979, gant un taol-Stad skoazellet gant ar CIA. Mont a reas neuze da brezidant.

Sikouret e voe Habré gant SUA ha Bro-C'hall er brezel etre Tchad ha Libia. Aloubet e oa bandenn Aozou, e norzh Tchad, gant arme Mu'ammar al-Qaddafi hag e 1983 eo norzh a-bezh Tchad hag a oa dindan dalc'h Libia. Met e 1988, gant skoazell an div Stad eus ar C'hornôg, e voe lakaet un termen d'ar brezel, gounezet gant Tchad.

E fin 1990 e voe distroadet Habré gant un arme emsavidi renet gant Idriss Déby. Habré a skarzhas kuit da Gameroun ha kavout repu goude-se e Senegal.

Miliadoù a dud a voe harzet, jahinet ha lazhet-pad ren Hissène Habré hag a badas betek 1990. En un teul embannet gant gouarnamant Tchade e 1992 ez eus kaoz eus 40 000 den muntret ha 200 000 den jahinet. E 2008 e voe kondaonet d'ar marv dre zesfailh gant ul lez-varn e Ndjamena.

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) SALL, Alioune : L'affaire Hissène Habré : aspects judiciaires nationaux et internationaux, L'Harmattan, Paris, 2013 (ISBN 978-2-296-99549-9)