Hoc'higed-mor
| |||
---|---|---|---|
![]() | |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Iskevrennad : | Caenogastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Uskerentiad : | Cypraeoidea | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Cypraeidae zo ur c'herentiad blotviled hag a vez graet hoc'higed-mor[1], "hoc'higoù-mor"[2], "hoc'higed", "moc'h-mor"[3] pe "moudennigoù"[3] anezho. Kerentiadoù tost, an Triviidae hag an Ovulidae a vez graet ar memes anvioù anezho e brezhoneg abalamour ma oa renket gwechall en hevelep kerentiad.
E-touesk ar c'hregin brudetañ hag ar muiañ klasket gant dastumadegerien eo ar Cypraeidae.
Porcellana a vez graet anezho en italianeg, Porcelaines e galleg, Faoiteag e gouezeleg, Kaurischnecken en alamaneg, kauri's nederlandeg ha cowries e saozneg.
Taksonomiezh
kemmañSavet eo bet anv ar c'herentiad diwar anv ar genad tip Cypraea mui dibenn ar c'herentiadoù -idae. Diskrivet eo bet e 1815 gant Constantine Samuel Rafinesque (1783-1840).
Bevoniezh
kemmañBlotviled gant ur grogenn lufrus e stumm ur vi tamm pe damm hag a bep seurt livioù ha tresadennoù eo an hoc'higed-mor. Ment o c'hrogin a zo etre 6 mm ha 190 mm diouzh ar spesadoù. Al loened bev a c'holo ul lodenn pe ar grogenn a-bezh gant ur vantell hag a zo eus ul liv disheñvel eus ar grogenn. Brec'hioù o deus gant daoulagad, ur proboscis hag ur sifon. Daoust d'an hoc'higed-mor bezañ gasteropoded, n'eo ket anat tamm ebet o sellout ouzh o c'hregin peogwir eo kuzhet o ahel enrollañ hag o spir gant stummadur ispisial o c'hein hag o diaz. N'eo nemet o tidroc'han ur grogenn pe oc'h implijout ar radiografiezh e c'heller gwelout stumm troellennek ur bigorn boutin. N'o deus ket an hoc'higed-mor ur c'holloennig evel bigorned all.
-
Radiografiezh un hoc'hig-mor a ziskouezh an ahel enrollañ
-
Monetaria annulus didroc'het o tiskouezh an ahel enrollañ
-
Monetaria caputserpentis o vezañ debret goude bezañ chaseet gant Conus marmoreus ur c'honidae
Bevañ a reont en holl vorioù tomm pe klouar etre live an izel-vor ha donderioù bras (300–400 m). Kigdebrerien eo al lodenn vrasañ eus ar spesadoù anavezet. Debriñ a reont o peuriñ loened bihan staget ouzh ar reier pe ar c'houral, evel askidi, spoue, koural-blod hag all met ivez bezhin diouzh ar spesadoù..
En tu-all eo debret an hoc'higed-mor gant kalzig loened mor evel kresteneged a teuont a benn da zistrujañ o c'hrogin, pe da dennañ o c'hig diouto evel morgirzhier, pe gasteropoded evel ar c'honed pe zoken pesked. Nebeut spesadoù hoc'higed-mor n'int bet kavet nemet en diabarzh stomog pesked (ex-pisce ((lat))) pe eo ar mod ma kaver anezho an aliesañ[4].
Dastumadegoù
kemmañKregin ar Cypraeidae a zo e-touesk ar re a vez kavet ar muiañ e dastumadegoù an dud abalamour d'o braventez. Ar c'hregin a c'hell bezañ gwerzhet ha prenet er broioù ma vezont dastumet, er stalioù produioù evit an douristed met ivez e stalioù arbennikaet hag a werzh evit lod war ar rouedad internet.
Prizioù ar c'hregin a vez savet hervez ment (a-wechoù) met dreist-holl hervez ar spesadoù: hervez ma'z eo ral pe get ar c'hregin (pezh a c'hell cheñch hervez ar mareoù), hag hervez ma'z eo brav, disi ar c'hregin pe gant ur si pe muioc'h. Ar prizioù a c'hell mont neuze eus un nebeud santimoù euro betek miliadoù a euroioù evit kregin ral (n'eo ket anavezet o lec'h bevañ pe neuze e vevont en un takad bihan (un enezenn, un aod nemetken) ha don. Lod eus ar spesadoù n'int ket anavezet bev ha ne vezont dastumet nemet er morioù don gant rouedoù pe ravanelloù. Lod eus an dastumaderien a glask zoken kregin gant sioù ispisial freak, distummet ha duaet gant an nikel: Niger, bras Giant, korr Dwarf pe stummoù ispisial ral-tre.
Felix Lorenz a zispleg pegen ral pe boutin a c'hell bezañ ar spesadoù disheñvel. Renket en deus an holl spesadoù neuze war ur skeul ralded.[5] Seul raloc'h ur spesad, seul diaesoc'h eo kavout e gregin ha seul kaeroc'h an aliesañ ivez :
- Boutin-tre : evel Lyncina lynx pe Monetaria annulus.
- Boutin : evel Muracypraea mus pe Mauritia mauritiana.
- Boutin a-walc'h : evel Mauritia histrio pe Lyncina nivosa.
- Divoutin : evel Chelycypraea testudinaria pe Mauritia scurra.
- Ral a-walc'h : evel Perisserosa guttata guttata pe Zoila venusta.
- Ral : evel Austrasiatica sakuraii pe Barycypraea fultoni.
- Ral-tre : evel Cypraeovula cruickshanki pe Zoila perlae.
- Ral-spontus : evel Zoila mariellae pe Austrasiatica alexhuberti.
-
A bep seurt ment (etre 18 ha 100 mm) ha spesadoù hoc'higed-mor boutin pe raloc'h
-
Dastumadeg spesadoù bihan pe etre hoc'higed-mor
-
Hoc'higed-mor bras pe etre
-
Barycypraea fultoni, hoc'higed-mor eus reter Suafrika eus ar re ralañ ha kregin eus ar c'herañ.
-
Monetaria annulus, hoc'higed-mor eus Meurvorioù Indez ha Habask eus ar re voutinañ ha kregin eus ar varc'hatmatañ.
Implijoù
kemmañDibaoe pell e veze dastumet kregin an hoc'higed-mor gant pobloù an aod ha lod a zo bet implijet gant meur a bobl evel arc'hant. E china ez eus skouerioù eus-se etre ar 16vet hag an 8vet kantvet a-raok Jesus-Krist.
-
kregin hoc'higed-mor implijet evel pezhioù moneiz e China kozh.
-
Stummoù kregin hoc'higed-mor implijet evel arc'hant e China kozh
-
simboloù an hoc'higed-mor hag an arc'hant e skritur ar chineg kozh.
-
Troioù-gouzoug savet gant kregin hoc'higed-mor implijet evel arc'hant.
-
Pezh moneiz a-vremañ a vro Ghana a ziskouezh un hoc'hig-mor
-
Bilhedoù a Valdivez a ziskouez hoc'higed-mor
Kerentiad an Hoc'higed-mor a vev war ar Voull-douar dibaoe pell. Ar fosiloù koshañ kavet nebell Leningrad e Rusia a oa o vevañ er C'hambrian (etre 499 ha 510 milion a vloavezhioù) [6]. Kavet eo bet fosiloù anezho ivez er Juraseg (trodro 150 milion a vloavezhioù)[7] da vare ledanaat an dinozored hag e kalz mareoù all ar Voull-Douar. Ar fosiloù kavet a zo bet renket evit lod e genadoù fosil hag evit lod all e genadoù bev c'hoazh (Pustularia, Barycypraea, Zoila ha Trona (genad) en o zouesk). Ar genad Pustularia a zo an deiz a hiziv ar genad Hoc'higed-mor bev c'hoazh ha koshañ kavet (247 - 242 milion a vloavezhioù).
.
Genadoù
kemmañHervez ar skiantourien e vez renket holl spesadoù ar c'herentiad dindan ur genad Cypraea pe kalz anezho, ar genad Cypraea o vezañ unan e-touesk an holl.
Hervez Word Register of Marine species WoRMS (sellet outi e miz C'hwevrer 2025)[8] ez eus an 53 genad bev dindan er c'herentiad, lod o strollañ meur a spesad bev mui fosil a-wechoù ha lod all nemet unan, an hollad a ra tro dro 279 spesad disheñvel enrollet war lec'hienn WoRMS. Renket eo ar genadoù e-touesk 9 iskerentiad Ma oa bet diskrivet ar genad kentañ Cypraea e 1758 gant Linnaeus, ez eus 9 genad nevez diskrivet dibaoe ar bloavezhioù 2000 evit an hoc'higed-mor bev ha 12 genad nevez evit ar spesadoù fosil. Oberiant-tre eo ar bevoniourien ha taksonomieren gant ar c'herentiad-se, gant tro 30 spesad nevez diskrivet dibaoe 25 bloaz.
|
|
|
Genadoù all n'o deus ket ken a spesad bev an deiz a hiziv evel :
|
|
|
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Geriadur Ménard p. 1053a.
- ↑ Geriadur Hemon-Huon, 1997.
- ↑ 3,0 ha3,1 Ichthyonymie bretonne, Alan-Gwenog Berr, levrenn 2, p. 226
- ↑ South Africa's ex-pisce shells, Helen Boswell, March 1964, In Hawaiian Shell News, vol. XII, N°5, new series N°51
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
- ↑ Pennad "Oldest occurence, Cypraeidae family", in Lec'hienn Paleobiology Database, bet lennet d'ar 09/02/2025, https://paleobiodb.org/classic/checkTaxonInfo?taxon_no=60047&is_real_user=1. (en)
- ↑ Pennad "Cowry evolution" p 165 in Lorenz Felix , Cowries A guide to the gastropod family Cypraeidae, volume 1 Biology and systematics, ti-embann Conchbooks, Harxheim, Alamagn, 2017 ISBN 978-3-939767-87-9(en)
- ↑ MolluscaBase eds. (2025). MolluscaBase. Cypraeidae Rafinesque, 1815. Accessed through: World Register of Marine Species at: https://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=23022 on 2025-02-08 (en)