Homo sapiens neanderthalensis
Homo sapiens neanderthalensis zo anvadur kozh Homo neanderthalensis (den Neandertal). Soñjal a reer gwechall e oa un isspesad ag ar spesad Homo sapiens (tost da Homo sapiens sapiens da neuze). Hogen, bremañ e soñj d'ar skiantourion e oa Homo neanderthalensis ha Homo sapiens re zisheñvel ez-genetikel evit bout daou ezel ag ar memes spesad.
Cheñchet e oa bet an anvadur e 2003 evit klotañ gant an araokadennoù skiantel.
Hogen, gouzout a ouier bremañ, a-drugarez d'ur studiadenn eus 2010 (Neanderthal genome project) ez eus bet un hironerezh darnel etre Homo sapiens ha Homo neanderthalensis etre 50 000 ha 100 000 bloaz zo er Reter-Nesañ. Setu m'o deus an Europeaned etre 1 ha 4% ag o genom o tont eus Homo neanderthalensis.