Un houarnwisk, pe houarngen, zo ur seurt dilhad houarn, dreist-holl da vare ar Grennamzer, hag a servije da wareziñ ar vrezelourien diouzh taolioù o enebourien pa'z aent d'an emgann pe d'un tournamant.

Luc'hskeudenn gant Andreas Groll, 1857
Luc'hskeudenn gant Andreas Groll, 1857
Houarnwiskoù krennamzerel: unan evit ar brezelour, unan all evit ar marc'h.

Klasket e veze ur c'hempouez etre houarnwiskoù tev a-walc'h da wareziñ mat, hag a veze ponner, ha reoù skañv hag a c'halle bezañ re danav evit bezañ efedus.
Gant un houarnwisk re bonner ne c'halled ket adsevel hep skoazell pa gouezhed, hag aesoc'h e veze d'ur soudard war droad lazhañ un den war an douar.

Lazhet e voe ar roue gall Herri II, daoust d'e houarnwisk, gant ur goaf a dreuzas e dokarn.

Hiziv an deiz e vez gwisket soudarded ha poliserien gant gwarezwiskoù skañv.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.