Howard Shore
Howard Leslie Shore (18 a viz Here 1946, Toronto, Ontario) zo ur sonaozour sinema kanadian. Savet en deus sonerezh evit un hanterkant film bennak abaoe 1979. Brudet eo evit e genlabour gant ar sevener kanadian David Cronenberg, boulc'het e 1979 gant The Brood. Kentañ sonskrid Howard Shore evit ar sinema e oa. Savet en deus abaoe sonerezh holl filmoù Cronenberg, war-bouez The Dead Zone (1983).
Galvet e vez alies evit sevel sonerezh teñval, nec'hus a-wechoù, lakaet war wel gant The Silence Of The Lambs (1991), sevenet gant Jonathan Demme da skouer, pe Seven (1995) sevenet gant David Fincher.
Berzh en deus graet Howard Shore e deroù ar bloavezhioù 2000 gant e sonerezh evit ar rummad filmoù The Lord Of The Rings, sevenet gant Peter Jackson diwar romantoù J.R.R. Tolkien. Resevet en deus un Oscar evit sonerezh The Lord Of The Rings: The Fellowship Of The Ring, e 2001. E 2003 eo bet loreet gant daou Oscar hag ur Golden Globe evit sonerezh The Lord Of The Rings: The Return Of The King. Abaoe 2004 e kemer perzh Howard Shore e sonadegoù dre ar bed a-bezh evit kinnig The Lord Of The Rings: Symphony In Six Movements, ur sinfonienn diazezet war sonerezh an tri film.
E 2007 en deus skrivet sonerezh ur c'hoari video en-linenn, Soul Of The Ultimate Nation.
D'an 2 a viz Gouere 2008 e voe kinniget e Théâtre du Châtelet, e Pariz, kentañ abadenn opera The Fly, diwar film 1986 sevenet gant David Cronenberg. Daoust da sonerezh ar film The Fly bezañ bet savet gant Howard Shore ivez, eo disheñvel-krenn hini an opera.
Un niz da Howard Shore, Ryan Shore, zo aet eñ ivez war ar vicher sonaozour sinema.
Liammoù diavaez
kemmañ- Lec'hienn ofisiel
- Howard Shore en imdb
- Howard Shore e lec'hienn Soundtrackguide.net
- Atersadenn Howard Shore e lec'hienn Tracksounds