Hubert Maga (10 a viz Eost 1916 - 8 a viz Mae 2000) a oa ur politikour ha prezidant kentañ republik Dahomey (Benin hiziv).

Mont a reas da skolaer goude e studioù e Porto Novo. Prezidant Dahomey e voe d'an 11 a viz Eost 1960 pa voe dizalc'h ar vro. D'an 22 a viz Here 1963 e voe distroadet ha bac'het gant Christophe Soglo, hag a oa e penn an arme, evit mirout ouzh ur brezel diabarzh a ginnige tarzhañ er vro. Dieubet e 1965 e skarzhas kuit da Dogo ha goude-se da Vro-C'hall. Distreiñ a reas d'e vro e 1970 ma voe e penn ar Stad en ur c'huzul prezidantel, asambles gant Ahomadegbé-Tomêtin hag Apithy. Goude taol-Stad Mathieu Kérékou e 1972 e voe bac'het adarre ha dieubet e 1981.