Hugh Hughes (Cadfan)

Unan eus krouerien y Wladfa e Patagonia Arc'hantina e oa Hugh Hughes, anavezet ivez evel Cadfan, pe Cadfan Gwynedd, ganet d'an 20 a viz Eost 1824, ha marvet d'ar 7 a viz Meurzh 1898).

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa Hugh Hughes en Ynys Môn, kentañ bugel un tiad a zaouzek. Munuzer e oa a vicher. Er bloavezhioù 1850 e oa o labourat e Caernarfon hag e oa deuet ar soñj dezhañ krouiñ ur Vro Gembraek. Mont a reas da Lerpwl da chom e 1857, ha dont a reas da vezañ unan eus pennoù an emsav eno. E 1861 e tistagasur brezegenn, hag a voe embannet, anvet Llawlyfr y Wladfa Gymreig (Dornlevr ar Vro Gembreat).

Treizhañ a reas ar mor bras e 1865 gant e wreg Elizabeth hag un toullad bugale da Batagonia war al lestr Mimosa. Hervez ar vojenn eo eñ ar c'hentañ Kembread eus ar Mimosa a daolas e droad war zouar Patagonia. Meur a vicher a reas eno, ha barner a beoc'h zoken.


Pennadoù kar

kemmañ