Hunmin Jeongeum (teul)

Hunmin Jeongeum (teul)
Anv koreanek
Hangeul: 훈민 정음
Hanja: 訓民正音
Treuz. McCune-Reischauer: Hunmin Chŏngŭm
Treuzkrivadur arnevez: Hunmin Jeong-eum

Embannet eo bet an Hunmin Jeongeum (ger evit ger Sonioù Reizh evit Desevel an Dud) e 1446. Ur skritur nevez-flamm e oa da neuze hag engenidik penn-da-benn, savet a-ratozh evit ar Goreaned. En deroù e voe roet anv an teul embannet d'ar skritur e-unan met, da-c’houde, e voe anvet Hangul. Savet eo bet gant ar roue Sejong Veur e-unan evit ma c’hallfe an dud vutun dizesk war an Hanja lenn ha skrivañ flour ar c’horeaneg. Stourm taer a rankas ober a-enep da Skolaj ar re Enorus (Jiphyeonjeon) ha da lenneien ar mare. Krediñ a reer eo bet embannet ar skrid d'an 9 a viz Here, un deiz a vez graet Deiz an Hangul anezhañ e Korea ar Su bremañ.

Ur rakskrid zo d'an embannadur gant roll lizherennoù (jamo) al lizherenneg hag un deskrivadur berr eus ar sonioù a glot ganto. Diwezhatoc’h ez eus bet embannet un teul displegañ hiroc’h a vez graet an Hunmin Jeongeum Haerye anezhañ. Evit digejañ an daou deul e vez graet a-wechoù gant "Skouerioù ha Talvoudegezh embannidigezh an Hunmin Jeongeum" eus an teul diwezhañ. (훈민정음예의본 ; 訓民正音例義本).

Displeget eo mennad ar roue Sejong da sevel an Hangul er rannbennad kentañ :

나랏말 싸미 듕국에 달아 문짜와로 서로 사맛디 아니할쌔 이런 전차로 어린 백셩이 이르고져 할배이셔도 마참내 제 뜻을 시러펴지 못할 노미 하니라 내 이랄 위하야 어엿비 여겨 스물여덜 자를 맹가노니 사람마다 해여 수비니겨 날로 쑤메 편한케 하고져 할 따라미니라 (Peogwir eo disheñvel hor yezh diouzh hini Sina n'haller ket ober ganti evit daremprediñ ar re all. Gant se, pa glask an dud vunud embann un dra bennak, kalz anezho ne zeuont ket a-benn. Peogwir on doaniet gant kement-se em eus savet 28 lizherenn a c’hall bezañ desket aes gant an holl hag a c’haller implijout war ar pemdez.)

Hunmin Jeongeum

Daou zoare zo da zornskrid orin an Hunmin Jeongeum :

  • Seizh pajennad Hanja skrivet e sinaeg klasel, war-bouez an arouezennoù en Hangul meneget ennañ. Chom a ra teir skouerenn anezhañ :
    • An hini kavet e penn kentañ eilskrid an Haerye
    • An hini e-barzh Sejong Sillok (世宗實錄; "Kronikennoù Sejong"), Levrenn 113.
  • Unan all, 36 pajenn ennañ, notennet da vat en Hangul, ma'z eus bet lakaet a-dal d'an holl Hanjaoù implijet an termen kevatal en Hangul skrivet bihanoc’h dindano un tammig a-zehou dezho. Skrivet e veze an Hangul pe gant ur broust liv pe gant ur stil mentoniel. Peder skouerenn a chom :
    • E penn kentañ ar Weorin Seokbo (月印釋譜), ur skrid boudaek notennet
    • Unan miret gant Park Seungbin
    • Unan miret gant Kanazawa, ur Japanad
    • Unan miret gant ministrerezh Japan an aferioù roueel.

Dalc’het e mirdi an arz Kansong (澗松 美術館), ez eo teñzor broadel niverenn 70 Korea ar Su hag emañ war marilh memor ar bed an UNESCO abaoe 1997.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ