Hussard noir
Hussard noir a oa ul lesanv implijet evit ober anv eus ar skolaerien bublik e-pad an IIIe Republik c'hall goude ma voe votet al lezennoù war ar skol pe "Lezennoù Jules Ferry" ha votet al lezenn war an disparti etre an Iliz hag ar Stad e 1905.
Orin al lesanv
kemmañLod tud a ya da glask orin al lesanv dre ar ger hungarek « huszár », a oa ur c'horfad marc'hegerien reut ha dibleg krouet er XVvet kantved en Hungaria.
Evit Christian Bouyer e oa bet implijet al lesanv-se gant « Péguy o keñveriañ, gant e spered bugel, al lifre-se (re an "normaliens") ouzh hini marc'hegerien Saumur ». Liv du lifreoù ar re-se a oa bet choazet e-pad ren ar roue Loeiz-Fulup Iañ.