Hyazinth Graf Strachwitz
Ar c'hont (alamaneg: Graff) Hyazinth Strachwitz von Groß-Zauche und Camminetz lesanvet Der Panzergraf (Kont ar panzer), ganet d'an 30 a viz Gouhere 1893 hag aet da Anaon d'ar 25 a viz Ebrel 1968, a oa un ofisour alaman eus an noblañs.
Anavezet eo dreist-holl evel penn ar rejimant alaman enoretañ e-pad an Eil Brezel-bed. Perzh en devoa kemeret er C'hentañ Brezel-bed, met ret e voe dezhañ gortoz e servij evel penn an nerzhioù hobregonet e-pad an Eil Brezel-bed evit dont da vezañ brudet. Evit e servij e c'hounezas ar Groaz marc'heg d'ar groaz houarn gant dellioù derv, klezeier ha lufroù (alamaneg: Ritterkreuz des Eisernen Kreuzes mit Eichenlaub, Schwertern und Brillanten), un enor krouet e-benn lakaat war-wel an nerzh kalon war an dachenn emgann pe ur sturiañ milourel dibar. Pa voe enoret Strachwitz e oa an enor milourel uhelañ en Alamagn.
Levrlennadur
kemmañ- (en) Raymond Bagdonas, The Devil's General: The Life of Hyazinth Graf Strachwitz, "The "Panzer Graf", embannadur Casemate Books (368 pajenn), 20 a viz C'hwevrer 2014 (ISBN 9781612002224)
- (de) Florian Berger, Mit Eichenlaub und Schwertern. Die höchstdekorierten Soldaten des Zweiten Weltkrieges [Gant dellioù derv, klezeier ha lufroù. Ar soudarded enoretañ e-pad An Eil Brezel-bed],Vienna, Austria, embannadur Selbstverlag Florian Berger. (ISBN 9783950130706).