I See Fire ("Gwelout a Ran Tan" e brezhoneg) a zo ur ganaouenn tapet eus an albom The Hobbit: The Desolation of Smaug (Ar Hobbit : Digonfort Smaug), skrivet, sonaozet, ha kanet gant an oberour-sonaozer-kaner Breizhveurek Ed Sheeran. Tremen a ra e fin ar film. Erruout a ra da 13vet plasenn an UK Singles Chart, ha da gentañ e renkadurioù sonerezh nevez-zelandek, a-benn 6 sizhun.

Choazet gant Peter Jackson, filmaozer ar film The Hobbit, Sheeran a sell ouzh ar film, a skriv ar ganaouenn, hag a enroll al loden vrasañ en un devezh. Embannet eo ar ganaouenn d'ar 5 e viz Du 2013 e pellgargañ. Lakaet eo ar c'hlip-sonerezh ar memes deiz. Diuzet eo ivez an titl-mañ evit ur Satellite Award er rummad « Kanaouenn orin ar gwellañ ».

Produadur

kemmañ

Deroù 2013, dizolloiñ a ra Peter Jackson Ed Sheeran e drugarez d'e verc'h, Katie; kavout a ra anezhañ war-lerc'h e Zeland-Nevez. Pa oa o klask un arzour evit enrollañ ar ganaouenn a-benn The Desolation of Smaug, Peter Jackson hag ar c'henderc'her/kenoberour Fran Walsh a zibab goulenn digantañ skrivañ ha kanañ ar ganaouenn. The Hobbit a oa al levr kentañ lennet gant Sheeran, hag e oa dija plijet kalz gant labour Tolkien ha Jackson.

Sonaozadur

kemmañ

Sheeran a sell ouzh ar film, a skriv ar ganaouenn, hag a enroll al loden vrasañ en un devezh. N'en deus ket biskoazh sonet violoñs, met dibab a ra seniñ e-unan ar violoñs gant "adenrolladur". Sheeran a evezhi ar broduadur, o tispleg : « chañs 'm eus bet gallout produiñ ha seniñ holl ar venvegoù sonerezh ebet ar challo, hag erruet on a-benn da zeskiñ violoñs en un devezh. »

Gant Pete Cobbin, eus ar studio Abbey Road, karget eus meskañ ar son evit film The desolation of Smaug, e vez graet war-dro meskañ ar son evit I See Fire ivez gant ma oa er studio d'ar poent-se, asambles gant Jackson.

Skignadur

kemmañ

Embannet eo I See Fire war iTunes gant WaterTower Music ha Decca Records, d'ar 5 e viz Du 2013. War-lerc'h eo embannet en un albom, The Hobbit : Digonfort Smaug, d'an 10 e viz Kerzu 2013.

Videoglip

kemmañ

Embannet eo klip an titl I See Fire war ar genrouedad d'ar 5 e viz Du 2013, evel evit ar ganaouenn. Ar c'hlip a ziskouez Sheeran e-pad produadur ar ganaouenn, o kanañ anezhi, gant lodennoù eus ar film. Peter Jackson a zispleg : « Un arnodad dispar e oa, hag ar pezh a welioc'h e-barzh ar c'hlip-mañ en deus bet filmet gant hor skipailh hag a deus savet making-off ar film. »

Koskor

kemmañ

Ed Sheeran – kaner, gitar, violoñs, taboulinoù, gitar-boud, mesklaj Nigel Collins – chello Pete Cobbin – mesklaj Kirsty Whalley – mesklaj Miles Showell – mastering

Renkadur

kemmañ
Bro
  Zeland-Nevez 1

[1]

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. (es) Biographía de Ed Sheeran el lec'hienn coveralia, aozer: ripley