Iain Andrew Noble (Sir Iain Andrew Noble, trede baron Ardkinglas hag Eilean Iarmain a oa den a afer, perc’henn douaroù en Enez Sgitheanach, e Bro-Skos, hag unan eus difennerien gouezeleg Bro-Skos.

Ganet e oa bet e Berlin e 1935, mab d’un diplomat eus Breizh-Veur ha d’ur vamm eus Norvegia. E studioù a reas en Arc’hantina hag e Bro-Saoz (Eton, Oxford). Kregiñ a reas da labourat evel bankour e Bro-Skos. Pa voe adprenet e vank gant kevezerien e prenas douaroù en Enez Sgitheanach ha lañs a roas da veur a obererezh eno : ul leti, ur gompagnunez wiski anvet Pàbann na Linne, ul labouradeg stamm...

Deskiñ a reas gouezeleg ha klask a reas kas ar yezh-se war-raok dre e vicher : implijout a rae tud a oa gouezelegerien, da skouer, ha bez’ e voe an den kentañ a voe moullet chekennoù gouezelek evitañ. Sevel a reas un ensavadur kelenn uhel e gouezeleg, Sabhal Mòr Ostaig, zo kresket abaoe ha deuet da vezañ ul lodenn hollouezelek eus Skol-veur an Uheldirioù hag an Inizi.

Mervel a reas d’ar 25 a viz Kerzu 2010[1].

Notennoù

kemmañ
  1. Banker Sir Iain Noble, champion of Gaelic, Skye and Scotland, dies at 75 The Scotsman, 27 December 2010