Ibrahim Badamasi Babangida (ganet d'ar 17 a viz Eost 1941) zo ur soudard hag ur politikour eus Nijeria, bet e penn ar Stad etre 1985 ha 1993.

Babangida a dapas ar galloud e Nijeria gant un taol-Stad a-enep Muhammadu Buhari d'ar 27 a viz Eost 1985. E 1989 e voe aotreet krouiñ strolladoù politikel hag e miz Genver 1992 e voe kemennet e vefe aozet dilennadegoù met n'eo nemet e miz Even 1993 ma voent dalc'het ha Babangida a nullas anezhe hep reiñ abeg ebet. Manifestadegoù ha reuz a savas er vro er sizhunioù da heul ha d'ar 26 a viz Eost 1993 e tisklêrias Babangida e leze ar galloud gant Ernest Shonekan.