Ich bin die fesche Lola
Ich bin die fesche Lola ("Me eo al Lola cheuc'h") a zo unan eus ar c'hanaouennoù alamanek savet gant Friedrich Hollaender (1896-1976) ha Robert Liebermann (1890-1945) evit ar film Der blaue Engel, sevenet gant Josef von Sternberg e 1930.
Er film-se e talc'h Marlene Dietrich perzh ar ganerez kabared "Lola-Lola" : enrollet e voe ar ganaouenn e Sing-Akademie Zu Berlin ganti hag embannet e 1930 gant Electrola Gesellschaft m.b.H., dindan stumm ur bladennig daou titl[1].
Adimplijet e oa bet gant ar filmaozer izelvroat Paul Verhoeven (1938-) da-geñver e film brezel Zwartboek, embannet e miz Gwengolo 2006. Kanet eo gant an arzourez izelvroat Carice van Houten (1976-) a dalc'h perzh "Rachel Stein/Ellis de Vries", ur yuzevez yaouank hag a ya da rezistantez ouzh an Nazied da-heul lazhadeg he familh a-bezh.
Selaou Ich bin die fesche Lola...
kemmañLenn ar gerioù...
kemmañKanaouennoù alamanek all...
kemmañ- ...klevet er film Der blaue Engel : Ich bin von Kopf bis Fuß auf Liebe eingestellt, Kinder, heut' abend such ich mir was aus, Nimm dich in Acht vor blonden Frauen.
- ...klevet er film Zwartboek : Ich tanze mit dir in den Himmel hinein, Ja, das ist meine Melodie.