Igromañserezh

(Adkaset eus Igromañser)

An igromañserezh zo ur seurt hudouriezh pe hudouriezh du a oa e bal en orin goulennata ar re varv a veze galvet dindan stumm tasmantoù pe gweledigezhioù pe lakaet da sevel diouzh o bez. Kement-se en dije roet an tu da ziouganañ an amzer da zont pe da zizoleiñ traoù kuzh, da zegas unan bennak a-douez ar re varv, pe da ober gant an hini marv evel un arm. A-wezhioù e vez graet "hudouriezh ar marv" anezhañ. Gallout a ra an anv-se bezañ implijet en ur ster ledanoc'h d'ober anv eus an hudouriezh du pe ar sorserezh[1][2].

Engravadur eus an okultourien John Dee ha Edward Kelley o c'hervel spered un den aet da anaon savet gant Ebenezer Sibly el levr Astrology (1806).

Gerdarzh

kemmañ

Dont a ra ar ger igromañs eus ar galleg nécromantie gant un troc'h fall goude ar ger-mell. Hemañ a zeu e-unan eus al latin 'necromantia, amprestet digant an henc'hresianeg νεκρομαντεία (nekromanteía), Ur c'henstrollad eus νεκρός (nekrós) "kelan" ha μαντεία (manteía) "divinouriezh" impijet da gentañ da c'houzout dimp gant Origenes Aleksandria en IIIde kantved goude J.-K.[3]. Ar ger implijet en henc'hresianeg klasel a oa ἡ νέκυια (nekyia), a weler implijet da skouer en arroudenn eus an Odysseia ma tiskenn Odysseus e rouantelezh ar re varv. Lavaret e veze νεκρομαντεία en henc'hresianeg hellenistek[4].


Henamzer

kemmañ

Kavout a reer ar meneg koshañ eus an igromanserezh e levr an Odysseia savet gant Homeros[5][6]. Aliet gant Kirke , ur sorserez c'halloudus, Odysseüs a ya betek ar bed all a-benn gouzout hiroc'h evit e veaj da zistreiñ d'ar gêr dre c'houlennata speredoù ar re varv a-drugarez d'ur strobinell desket gantañ digant Kirke. Fellout a ra dezhañ galven ha goulennata spered Teiresias ; kejañ a ra neuze gant an anaon eus lod eus e geneiled eus Brezel Troia. Arroudenn an Odysseia a zeskriv al lid heuliet : sevenet eo al lid en-dro d'ur c'hlaz gant tan e-pad an noz, ha ret eo da Odysseüs ober gant ur rekipe resis, enni gwad loened aberzhet, da fardañ un evadeg-lid d'an tasmantoù da evañ e-keit ha ma tibun orezonoù d'an teuzoù ha da zoueed ar bed all war un dro[7].


Oberennoù

kemmañ

Meneget eo ar ger e-barzh An Teirgwern Pembroke, gant Jarl Priel.


Notennoù

kemmañ
  1. "necromancy". Merriam-Webster's Collegiate Dictionary (11th). (April 2008). Springfield, MA: Merriam-Webster. 
  2. "necromancy". Oxford Dictionary of English (3rd rev.). (August 2010). Oxford, UK: Oxford University Press. 
  3. "necromancy, n.". Oxford English Dictionary (OED) (3rd). (September 2003). Oxford, UK: Oxford University Press. 
  4. necyomancy, n. Patrom:Webarchive, OED.
  5. Johnson, p. 808.
  6. Ruickbie, p. 24.
  7. (en) Homeros, Odysseia, Book X, Lines 10–11 Patrom:Webarchive, and Book XI Patrom:Webarchive.