Ijinour-ar-son
Un ijinour-ar-son, pe sonijinour, pe klevijinour, pe aodio ijinour, a zo un den hag a ra war-dro sonioù ha trouzioù en abadennoù a bep seurt, c'hoariva, filmoù hag all. Sed ur vicher hag a servij da veur a dra, hag a c'haller ober goude 5 bloavezh studi war-lerc'h ar vachelouriezh.
Implijet e vez gant un ijinour son mekanikoù niverel pe analogel.
Labour un Ijinour son
kemmañUn ijinour son a servij da vestroniañ sonerezh (mastering) pe da enrollañ abadennoù pe da veskañ sonerezhioù zo.
E-barzh bed ar filmoù ez eus meur a ijinour son o labourat, bez' emañ :
Pennrener ar sonerezh
kemmañDezhañ eo d'ober war-dro kement a zo tro-dro d'ar son pe d'ar sonerezh en ur film.
Un ijinour son en devez da labourat un tamm e pep lec'h. Gallout a ra labourat war lec'hioù filmoù pe c'hoazh e-barzh ur stal.
An ijinourien son a c'hell bezañ barrek war stummoù sonerezh disheñvel (Jazz, Rock, sonerezh klasel).
Er skingomz, e c'hell un ijinour son labourat diwar-benn an enrolladennoù pe c'hoazh ar cheñchamantoù programmoù... Tu zo ivez dezhañ ober traoù all evel labourat diwar-benn ur programm bennak.
Tost heñvel eo labour un ijinour son er skingomz ouzh labour un ijinour son er skinwel.
Dezhañ eo da zasparzh ar son e-pad ur sonadeg. Labourat a ra gant an nebeutañ a efedoù, siwazh implijet e vez efedoù a-wechoù e-barzh abadennoù brudet-kenañ evel Eurovision, ur sonadeg gant Johnny Halliday... Met gant an darn vuiañ eus an arzourien hag ar selaouerien e vez degemeret fall an dra-se.
Labour un ijinour e-barzh ur c'hoariva a zo ar muiañ a wech ar cheñchamant sonerezh e-pad ur c'houlz amzer berr. Tu zo ivez dezhañ enrollañ son an abadennoù pe lakaat efedoù d'an dud pa vez ur c'hoarigan.
Studioù evit bezañ ijinour son
kemmañN'eo ket ret kaout un diplom evit ober ar vicher-mañ met unan a c'haller kaout goude 5 bloavezh studi war-lerc'h ar vachelouriezh. Pa vez graet ar studioù-se e vez muioc'h a chañsoù da gaout ul labour ijinour-son er skinwel, skingomz, pe evit ar filmoù hag ar sinema.
Lec'hioù studi
kemmañKleñvedoù micherel
kemmañBezañ kustum da glevout un niver uhel a zesibeloù a c'hall degas:
Gopr
kemmañGallout a ra un ijinour son bezañ paeet eus ar SMIC (gopr izelañ aotreet) en ur stal vihan betek 10 000€ hag ouzhpenn pa vez ret ober war-dro ur bladenn pe ur film brudet.