Iliz-veur Sant-Pêr Roazhon zo unan eus nav iliz-veur Breizh, ha sez arc'heskopti Roazhon, Dol ha Sant-Maloù. Savet e voe er c'hiz klasel dreist-holl, adalek ar XVIvet kantved, goude ma voe disac'het tour ha talbenn kornôg an iliz-veur c'hotek e 1490. E kreiz-kêr kozh Roazhon emañ, e straed ar Moneiz, nepell diouzh Plasenn al Lisoù. Lakaet eo bet war roll ar monumantoù istorel e 1906.

MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Talbenn an Iliz-veur, straed ar Moneiz
An nev

Sez un eskopti eo al lec'h abaoe ar VIvet kantved, met ur neved e vije bet a-raok. Un iliz c'hotek a voe savet er XIIvet kantved. Eno e voe prometet da Elesbed York gant Herri Tudor he dimeziñ d'ar 25 a viz Kerzu 1483. An eured-se, skoulmet e 1486, a lakaas disoc'h da Brezel an Div Rozenn hag e lakas an Tiegezh Tudor war tron Bro-Saoz.

Klasket e voe lakaat tan enni e miz Even 2020, miz a-raok tan-gwall Iliz-veur Naoned d'an 18 a viz Gouere.

Liammoù diavaez kemmañ