Iliz Uhel
En anglikanegezh hag en Ilizoù protestant all ez eo Iliz Uhel (saozneg : High Church) anv un emsav mennet da ziorren al liderezh hag ar benngredenn en Ilizoù protestant evit o zostaat d'an Iliz katolik roman.
Saoz-ha-Katolik a reer a-wechoù eus izili an emsav relijiel-se. Kreñv eo bet e levezon peurgetket en Emsav Oxford kaset en-dro gant Edward Bouverie Pusey, John Henry Newman ha John Keble en XIXvet kantved.