An Impalaeriezh inka (quechua : Tawantinsuyu, "Ar peder rannvro"), a oa bet impalaeriezh vrasañ ar sevenadurezh rakkolombian. Marteze e vefe bet an impalaeriezh ledanañ er bed a-raok ar XVIvet kantved. Lec'h kreiz melestradurez politikel ha milourel an Impalaeriezh inka a oa lec'hiet e Qusqu, hiziv e Perou. Ar gevredigezh inka a oa bet ganet e menezioù Perou e-tro penn-kentañ an XIIIvet kantved. Al lec'h kreñv diwezhañ a voe aloubet gant ar Spagnoled e 1572.

Impalaeriezh inka
bro istorel
Deiziad krouiñ1438 Kemmañ
Anv er yezh a orinTawantinsuyu Kemmañ
Relijionreligion in the Inca Empire Kemmañ
Den e penn an aozadurSapa Inca Kemmañ
Yezh ofisielkechuaeg Kemmañ
KevandirSuamerika Kemmañ
Kêr-bennQusqu Kemmañ
Daveennoù douaroniel13°31′0″S 71°58′0″W Kemmañ
Renad politikelmonarkiezh hollveliek, Azeuladur an impalaer Kemmañ
Penn ar StadAtahualpa, Pachacútec, Túpac Inca Yupanqui, Huayna Capac, Huáscar Kemmañ
Raklec'hiet gantKingdom of Cusco Kemmañ
Heuliet gantNeo-Inca State, Viceroyalty of Peru Kemmañ
Yezh implijetClassical Quechua, kechuaeg, yezhoù aymarek, puquinaeg, Mochica Kemmañ
Deiziad divodañ1533 Kemmañ
Map
An Impalaeriezh inka en he brasañ.

Adalek 1438 betek 1533, an Inkaed a oa deuet a-benn da aloubiñ douaroù e-leizh e kornôg Suamerika, dreist-holl tro-dro an Andoù. Aloubet e oa bet an douaroù dre ar brezel pe dre ur c'hendeuziñ hep feulster.

An ekonomiezh inka a vez diskrivet evel "gladdalc'hel, sklavel, sokialour (tabut a zo etre skeudenn ar "baradoz sokialour" hag an "diranelezh sokialour"). Darn eus an ekonomiezh ne implije ket ar moneiz nag ar marc'hadoù. E-lec'h se e veze implijet eskemmoù eeun marc'hadourezhioù ha servijoù. Diazezet e oa an ekonomiezh war al liammoù etre hiniennoù, strolladoù tud ha renerien inka an ekonomiezh. An "Tailhoù" a oa e stumm labourioù ret un hinienn evit an Impalaeriezh. Lezennourien an Inkaed (a oa normalamant perc'henned an holl vinvioù produiñ) a oa rediet da bourvezi­ñ boued d'al labourerien, koulz hag evaj dreist-holl e-pad festoù bras, rediet e oant ivez da gavout douar a-walc'h evit o holl sujedoù.

Endroadur an Impalaeriezh inka (1438-1527).

An Inkaed a rae Tawantinsuyu, "ar pevar suyu" eus an impalaeriezh. "Ar pevar suyu" a dalveze kement hag "ar peder rannvro". Pevar c'horn rannvroioù an Impalaeriezh a geje er gêr-benn. Ar pevar "suyu" a oa : Chinchaysuyu (norzh), Antisuyu (reter ; janglenn an Amazonia), Qullasuyu (su) ha Kuntisuyu (kornôg).

 
Peder rannvro an Impalaeriezh.

An anv Tawantinsuyu a oa implijet gant ar meneg unvaniezh proviñsoù. Ar Spagnoliz a droe an anv gant Tahuatinsuyo pe Tahuatinsuyu.

Ar ger Inka a talvez kement ha "rener" pe "aotrou" er yezh Quechua hag a oa implijet evit termeniñ ar c'hlasoù sokial e penn ar gevredigezh kement hag ar familhoù e penn ar gevredigezh. An Inkaed a oa bihan o niver e-keñver hollad poblañs an impalaeriezh, e-tro 15 000 betek 40 000 d'ar muiañ. Mistri e oant war ur boblañs a 10 milion a annezidi.

 
Manco Cápac, Kentañ Inka, 1 eus 14 Poltred ar an impalaerien inka, e-tro kreiz an 18vet kantved. Brooklyn Museum

Ar Spagnoliz a degemeras an anv evel doare da dermeniñ hollad poblañs an impalaeriezh (sell gouennel) kentoc'h evit ar sell gwirion. Setu penaos evito an "Imperio inca" ("Impalaeriezh inka") a oa un doare simpl da envel an nasion a oa bet aloubet gante.

Orinoù

kemmañ

Ar bobl Inka a oa ur boblañs paotred-deñved a orin eus Cusco en 12vet kantved. Hervez an istor inka (a oa dre gomz) e vez kaoz eus teir mougev evel lec'h orin d'ar boblad. Ar vougev kreiz Te Tampu T'uqu (Tambo Tocco) a oa anvet Qhapaq T'uqu ("lec'h pennañ", skrivet e vez raloc'h Capac Tocco). Ar vougevioù all a oa graet Maras T'uqu (Maras Tocco) ha Sutiq T'uqu (Sutic Tocco) anezho.

Pevar breur ha peder c'hoar a oa deuet e-maez ar vougev greiz. Ar re-se a oa: Ayar Manco, Ayar Cachi, Ayar Awqa (Ayar Auca) hag Ayar Uchu; bez e oa ivez Mama Ocllo, Mama Raua, Mama Huaco ha Mama Qura (Mama Cora). Eus ar mougevioù all e oa deuet er-maez an dud a zeuio da vezañ ar c'hlanioù Inka.