Implijer:Bianchi-Bihan/Lieskontoù
Raklavar
kemmañ- Lakaet eo bet da reolenn un ali personel er pennad: Wikipedia:Mergodenn
- N'eus ket tu da gemm ar bajennad ma'z eo embannet an ali personel evel pennreolenn.
- Skrivet eo er pennad e oa difennet al lieskontoù
- N'eus ket bet diviz ebet diwar-benn ar poent-se, na vot evel-just, a-raok embann ar reolenn bersonel.
- Lavaret a reer dimp e vez kavet ar memes tra en holl wikipediaoù: gwelet e vo pegen gwir eo
- Lavaret a reer dimp eo bet troet sdiwar ar saozneg : gwelet e vo peseurt tammoù saoznek zo bet "ankouaet" treiñ.
An tammoù "ankouaet" treiñ:
kemmañRa vin dislaret ma fazian: kavout a ra din-me n'eo ket bet troet espes-kaer al linennoù ne oant ket a-du gant soñjoù an troer. Ma klaskfen, en istor ar pennad, skouerioù eus an doare-ober se e kavfen aes a-walc'h.
- troet diwar ar saozneg, ar galleg, ar galizeg? pe hini eo an destenn orin a fell dit gwelet troet? peuzheñvel n'int ket holl an eil re ouzh ar re all... ppe hini a ra evel ma c'hell. Neal (Kaozeal) 3 Kzu 2007 da 14:22 (UTC)
- N'on ket bet dislaret evel-just.
- Ma raje pep hini evel ma c'hall, ha netra ken, ne vije ket peadra da gavout abeg, met pa ra lod evel ma c'hallont, ha lod all evel ma karont, hag e reont reolenn eus se, e teu soñj din en ur frazenn : some are more equal than others.
Skouer splann ha sklaer evel lagad an naer
kemmañLakaomp ar skouer-mañ: Jimbo Wales has said: "There's no specific policy against it, but it's generally considered uncool unless you have a good reason," and " ... multiple usernames are really only a problem if they are used as a method of troublemaking of some sort. For example, to generate an appearance of consensus, or to vote more than once, or to hide from public scrutiny." Peogwir eo bet "ankouaet" e vo troet ganin. Gant nebeutoc'h a varregezh a dra sur, met gant fealded da vihanañ:
- Lavaret eo bet gant Jimbo Wales: "N'eus tamm politikerezh ebet enep da se
- (sklaeroc'h n'haller ket bezañ!) ,
- met peurvuiañ ne vez ket kavet "cool"
- (pezh n'eo ket "cool" n'eo ket difennet, ha difenn un dra bennak dre vras n'eo ket "cool" ivez)
- nemet un abeg mat a vije
- an abegoù personel a zo abegoù mat a-walc'h evit dibaboù personel seurt-se, gant ma ne glasker ket o lakaat da reolenn d'ar re all hep o asant evel just
- ha... kontoù lies ne vezont kudennoù nemet pa vezont un doare da lakaat dizurzh giz pe c'hiz. Da skouer, da lakaat da grediñ ez eus kenemglev, pe da votiñ meur a wech, pe da guzhat diouzh selloù an holl.
- sklaer ur wech all.
Ar reolenn er wikioù all
kemmañAr reolenn er wiki gallek
kemmañ- Pa seller ouzh ar wiki gallek e lenner, er pennad : L'utilisation de faux-nez n'est pas interdite.
Ar reolenn er wiki portugalek
kemmañ- Pa seller ouzh ar wiki portugalek e lenner : Qualquer pessoa é livre para possuir multiplas identidades na internet. E brezhoneg: N’eus forzh piv a c’hall kaout meur a anv er Genrouedad. Evel-just, peogwir eo ul lec’h a frankiz, gant ma doujet da frankiz ar re all ivez ha gant ma ne vo graet na droug na reuz.
Ar reolenn er wiki spagnolek
kemmañAunque no hay reglas que prohíban utilizar más de una cuenta para editar, en general se considera una práctica desaconsejable, puesto que puede ser empleada por un usuario malicioso para votar más de una vez en las consultas o elecciones acerca de políticas y otros asuntos. E brezhoneg : daoust ma n’eus reolenn ebet a-enep c’hoari gant meur a gont, ne vez ket aliet peurvuiañ… Sklaer eo, ne vez ket serret kontoù an dud abalamour da se.
Ar reolenn er wiki saoznek
kemmañ- Pa seller ouzh ar wiki saoznek e lenner :
Multiple accounts may have legitimate uses, but users must refrain from using them in any way prohibited to sock puppets, and from using one account to support the position of another, the standard definition of sock puppetry. … Some people feel that second accounts should not be used at all; others feel it is harmless if the accounts are behaving acceptably. N’eus ger ebet, en tri wikipedia-se a zifenn da ober gant meur a anv.
Eus pelec’h e teu ar « reolenn » er wiki brezhonek ?
kemmañ- Pa seller a dost e weler eo skrivet ar pennad brezhonek gant Neal e-unan.
- N’eus ket vot ebet war an afer-se, neuze n’eo nemet reolenn un den, ha ne dalv ket evel reolenn
- Ne dalv ket evitañ zoken: ober a ra-eñ … gant div gont !!!
- Ne vo degemeret evel reolenn nemet pa vo votet, ha neuze e talvo evitañ evel evit an holl.
- Da c’hortoz, e vije ret digeriñ an holl gontoù serret, pa ne oa gwir ebet d’ober.
Kavet doc'h ar bajenn "Dilugañ"
kemmañDiluget oc'h bremañ. Gallout a rit kenderc'hel da implijout Wikipedia en un doare dizanv, pe en em lugañ en-dro gant un anv all mar fell deoc'h. [1] Meuleudi da Z. Karantez ha doujañs d'an holl. A galon. Klaod Kadbzh 5 Kzu 2007 da 16:27 (UTC)
- E-lec'h ma fell deoc'h e vije ret lakaat "ma fell d'ar Saver Reolennoù". Bianchi-Bihan 6 Kzu 2007 da 05:57 (UTC)