Inés de Suárez pe Inés Suárez (1507-1580) a oa ur gonkistadorez spagnol er XVIvet kantved e Chile, ha pried-kleiz ar c'honkistador Pedro de Valdivia.

Inés de Suárez
Ines Suarez o tibennañ gouestlidi.

He buhez

kemmañ

Ganet e oa e Plasencia, en Extremadura, e 1507 tost d'an iliz-veur. He zad-kozh a oa kalvez. Gant he mamm, ur vaouez ag ar werin, e teskas ar vicher a gemenerez. Ur c'hoar he devoa, anvet Ines Echeverria, bet adverc'het, a oa he mignonez nemeti, rak abaf e oa ha ne oa ket troet ouzh an dud all. En 1526, pa oa 19 vloaz, e reas anaoudegezh gant he fried kentañ, Juan de Málaga. Dimeziñ gantañ a reas un toullad bloazioù goude, gant skoazell he zad-kozh, rak reder-bro e oa Juan de Málaga. Bugel ebet n'o doe, gaonac'h ma oa-hi. Etre 1527 ha 1528 e lestras Juan, he fried, da vont trema Panamá ha chom a reas Inés en Spagn d'e c'hortoz. Tremen a rae ar bloavezhioù, ha ne glevas keloù anezhañ nemet eus Venezuela. En 1537 e resevas un aotre a-berzh ar roue hag e lestras-hi ivez da vont d'an Indez ar C'huzh-heol da glask war-lerc'h he fried.

Donedigezh da Amerika

kemmañ

En 1537, pa oa tost d'he 30 vloaz, e tegouezhas en Amerika da glask he gwaz. A-benn ar fin e klevas e oa bet lazhet en emgann Las Salinas e 1538. Evel intañvez ur soudard e voe roet dezhi un tamm douar en Cuzco.

Anaoudegezh gant Pedro de Valdivia

kemmañ

En Cuzco e reas anaoudegezh gant Pedro de Valdivia, unan eus letananted Pizarro, hag a vo konkistador Chile. Bet e oa Pedro o vrezeliñ en emgann Las Salinas e 1538. Un darempred a grogas etrezo a gasas anezho da vout serc'hed. N'eus ket kavet prouenn ebet e c'hallent en em anavezout a-raok 1538.

Aloubidigezh Chile

kemmañ

E dibenn 1539 e reas he soñj mont gant Pedro de Valdivia war-zu douaroù Chile. Goulenn a reas Valdivia ouzh Francisco Pizarro aotre da Inés da zont gantañ, gant ma'z aje ar plac'h da vatezh, evit mirout na deuje an Iliz da enebiñ.
E-kerzh ar veaj e roas skoazell d'ar vrezelourien, ma plijas dezho, hervez Tomás Thayer Ojeda, rak kavet e veze e oa « ur vaouez kalonek ha leal, didrouz, tener ha madelezhus, hag istimet e oa gant ar gonkistadored ».

Lennegezh

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ