Indiana Jones

Arkeologour faltazi

An Doktor Henry Walton Jones, Jr. (lesanvet "Indiana" pe "Indy") zo un dudenn ijinet e bed ar frañchiz Indiana Jones. George Lucas en doa ijinet an dudenn evel enoriñ d'an harozed e filmoù avantur ar bloavezhioù 1930. An dudenn a zo bet gwelet evit ar wech kentañ e 1981 er film Raiders of the Lost Ark. Adkavet e vo er filmoù Indiana Jones and the Temple of Doom e 1984, Indiana Jones and the Last Crusade e 1989, er stirad skinwel The Young Indiana Jones Chronicles etre 1992 ha 1996, hag er film Indiana Jones and the Kingdom of the Crystal Skull e 2008. Adimplijet eo bet an dudenn e romantoù, bandennoù-treset, c'hoarioù video ha mediaioù all. Jones a adkaver e meur a bark Disney, evel el lodennoù en Indiana Jones Adventure, Indiana Jones et le Temple du Péril, hag Epic Stunt Spectacular!.

Indiana Jones
fictional human, film character, tudenn heuliad skinwel, tudenn c'hoari video
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denIndiana Jones Kemmañ
Anv ganedigezhHenry Walton Jones Jr. Kemmañ
Anv-bihanHenry, Walton Kemmañ
Anv-familhJones Kemmañ
LesanvIndiana Jones, Indy Kemmañ
MoranvIndy Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 Gou 1899 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPrinceton Kemmañ
Deiziad ar marvtalvoud dianav Kemmañ
Lec'h ar marvtalvoud dianav Kemmañ
TadHenry Jones Kemmañ
MammAnna Mary Jones Kemmañ
PriedMarion Ravenwood Kemmañ
BugelMutt Williams Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherarkeologour, spier, milour, kelenner skol-veur, avanturour Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Chicago Kemmañ
A wiskFedora Kemmañ
Grad milourelcolonel Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed, Dispac'h Mec'hiko Kemmañ
Labour da-heulDaring Do Kemmañ
Krouet gantGeorge Lucas Kemmañ
Dezerc’herHarrison Ford Kemmañ
A denn da ved ar faltaziIndiana Jones universe Kemmañ
Armamentbullwhip Kemmañ
EnemyRené Belloq, Arnold Toht, Mola Ram, Irina Spalko Kemmañ
Media franchiseIndiana Jones Kemmañ
Indiana Jones o laerezh an delwennig, Hollywood Studios.
Indiana Jones, Harrison Ford.

Jones a zo bet c'hoariet evit an darn gant an aktour Harrison Ford met ivez gant River Phoenix (evit Jones yaouank en The Last Crusade) hag er skinwel evit ar stirad The Young Indiana Jones Chronicles gant Corey Carrier, Sean Patrick Flanery, ha George Hall. Doug Lee a zo bet mouezh an dudenn er c'hoarioù video gant LucasArts, Indiana Jones and the Fate of Atlantis hag Indiana Jones and the Infernal Machine, David Esch evit ar c'hoari Indiana Jones and the Emperor's Tomb, ha John Armstrong evit Indiana Jones and the Staff of Kings.

Jones a zo un dudenn gant fent, mestr a-fed an hen-sevenadurezhioù hag a zo saozonet gant an naered.