Ernst Ingmar Bergman, ganet en Uppsala d'ar 14 a viz Gouere 1918 ha marvet d'an 30 a viz Gouere 2007 en enez Fårö, oa ul leurenner ha sevener war ar c'hoariva, ur filmbarner hag ur sevener filmoù eus Bro-Sveden. Deuet eo da vezañ unan eus brasañ filmaozerien en istor ar sinema en ur sevel un oberenn stag ouzh ar brederouriezh hag an usvedoniezh (Sjunde inseglet, Det/Ar seizvet siell), an imbroud-spered bredoniel (Persona) pe familhel (Viskningar och rop/Youc'h ha chuchumuchu, Fanny och Alexander/Fanny hag Aleksandr) ha selloù war an emzalc'hioù er c'houbladoù (Scener ur ett äktenskap). Bergman eo ar sevener-filmoù nemetañ tapet gantañ ar priz "Palme des Palmes" e gouel Cannes e 1997.

Ingmar Bergman o seveniñ ar film Smultronstället e 1957.