Inizi Wollaston
An Inizi Wollaston zo un enezeg e su Chile en Tierra del Fuego, stag ouzh kumun Cabo de Hornos, e Proviñs Antarktika Chile, unan eus proviñsoù ar Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile. O c'havout a reer en norzh d'ar c'hab Horn, er paso de Drake, er mervent da Inizi Picton, Lennox ha Nueva.
An inizi
kemmañ- an Enez Wollaston, ar vrasañ hag an uhelañ eus an enezeg hag en he c'hreiz :
- er rann hanternoz ez eus un uhelenn a 580 m;
- er mervent ez eus torgennoù etre 420 m ha 670 m, en o zouez ar Menez Hyde, 670 m.
- an Enez Freycinet, er gevred;
- an Enez Bayly, er biz;
- an Enez Grevy, pelloc'h c'hoazh er biz,
- enezoùigoù, evel "Doedalus, del Cabo, Surgidero, Nutria, Leones Marinos, Medio, etc.
Lec'hiañ
kemmañTost dezho, er su, emañ an Inizi Hermite, dreist kanol Franklin. Er c'hornôg emañ an Enez Navarino, en tu all da Bae Nassau.