Inkizision en Amerika
An Inkizision spagnol a gasas en Amerika un oberererezh dre teir lez-varn: re Lima ha México savet en 1569, ha hini Cartagena de Indias, savet en 1610.
Arvez | Ofis santel |
---|---|
Stad | talvoud ebet |
Lec'h | Amerika |
En Brazil e oa an Inkizision bortugalat dindan lez-varn Lisbon o labourat en un doare bale-bro.
An div Inkizision (portugalat ha spagnol) a voe berzet gant un dekred sinet gant Napoleon en 1808, pa voe aloubet Spagn ha Portugal met efed ebet ne voe en trevadennoù. Berzet e voe an Inkizision spagnol adarre gant kentañ Bonreizh Spagn, met da get ez eas dreist-holl gant dizalc'hted broadoù Kreisteizamerika e deroù an XIXvet kantved. Inkizision Portugal a eas da get dre "Cortes Generales Extraordinarias y Constituyentes de la Nación Portuguesa", er memes amzer.
Gwrizioù en Europa
kemmañEn Europa eo ganet an Inkizision en 1231, pa voe heskinet ar Gatared gant an Iliz katolik.
E 1478 e voe savet an Inkizision spagnol gant ar Rouaned katolik, Izabel Gastilha ha Fernando II Aragon, ha Tomás de Torquemada a voe lakaet er penn anezhi.