Interregnum (Impalaeriezh Santel Roman)
An Interregnum (pe "Zwischenherrschaft“ en alamaneg) zo ur prantad en isotr an Impalaeriezh santel roman etre eskumunugenn Friedrich II gant ar pab Inosant IV e 1245 ha dilennadur Rudolf Iañ e 1273. Ar prantad-se a voe merket gant an tabut etre ar Welfed hag ar C'hibellined Hervez tud arall e komañs an interregnum gant marv Konrad IV e 1254 pe gant hini Wilhelm von Holland e 1256.
E-kerzh ar marevezh-se e oa bet dilennet Heinrich Raspe, Wilhelm von Holland, Alfonso X Kastilha ha Richarzh Kernev-Veur e penn an Impalaeriezh, hogen nebeut-tre a c'halloud a oa ganto.